.700 Nitro Express
Neuz
| .700 Nitro Express | |
|---|---|
Ur gartouchenn .700 Nitro Express | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | bourled, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1988 |
| Saver | Holland & Holland |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 17,8 mm |
| Ø trogleuziñ | 17,5 mm |
| Ø kolier | 18,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 19,8 mm |
| Ø strad | 22,6 mm |
| Tevder ar strad | 2,2 mm |
| Hirder an douilhez | 89 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 107 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 65 g (1 000 greunenn) |
| Tizh ar boled V0 | 610 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 12 000 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar .700 Nitro Express, anvet .700 Holland & Holland Nitro Express, .700 H&H Nitro Exp. (hervez ar CIP) pe 17,8 × 89 mm R (anv metrek) ivez, zo unan eus ar munisionoù armoù-tan hiniennel galloudusañ. Ijinet eo bet gant Jim Feld ha William Feldstein e 1988, ha savet en deus an embregerezh breizhveurat Holland & Holland ur fuzuilh gouest da dennañ ar munision[1]. Ponner eo e voled (1.000 greunenn, da lavaret eo 65 gram, da geñveriañ gant ur boled .22 Long Rifle standart hag a ra 40 greunnen / 2,6 gram da skouer). Implijet e vez evit chaseal jiboez bras-kenañ Afrika evel an olifanted pe ar bualed. Nebeut-produet eo ar gartouchenn, ha ker-tre eo, evel an armoù kambret eviti.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HAWKS Chuck, Big Bore Nitro Express Rifle Cartridges (Includes .450 NE, .450 #2 NE, .470 NE, .500 NE, .577 NE, .600 NE and .700 NE) (lennet d'an 03/09/2024)
