Òc

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Òc zo ur gelaouenn lennegel okitanek savet e 1923 e Toloza gant Ismael Girard. Sellet a reer outi evel ur benveg dizalc'h hag a embann lennegezh okitanek nevez. Pennadoù en okitaneg a gaver e-barzh, skrivet en doare-skrivañ klasel, ha pennadoù e katalaneg ivez a-wechoù.

En deroù e oa kelaouenn ar Societat d'Estudis Occitans (SEO)[1] ha levezonet e veze kalz gant an emsav katalanek, betek an Eil Brezel-bed[2]. E-pad ur pennad goude ar brezel eo bet embannet gant an Institut d'Estudis Occitans (IEO) met distag eo dioutañ bremañ.[3] Kalz skrivagnerien anavezet el lennegezh okitanek o deus kenlabouret ganti, evel Max Roqueta pe Bernat Manciet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Robèrt Lafont ha Christian Anatole, Història de la literatura occitana, 1973, Dopesa, Barcelona, levrenn 2
  2. Gran Enciclopèdia Catalana
  3. Gran Enciclopèdia Catalana

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Òc (oc) (fr) (en)