Í

Eus Wikipedia

Í (lizherenn vunut: í) zo ul lizherenn hag a gaver e meur a yezh. Bez' eo ur skrivad kenaozet gant al lizherenn "i" hag an arouezenn diakritek tired lemm. E brezhoneg e lavarer "i tired lemm".

Merkañ a ra al lizherenn-se, e yezhoù evel an daneg, an hungareg, an tchekeg pe ar slovakeg, ur vogalenn hir : /iː/.

E spagnoleg, portugaleg pe italianeg e talvez da verkañ an taol-mouezh.

E vietnameg pe e sinaeg skrivet en doare pinyin e talvez da verkañ un ton war-sevel.