Émilie Barbe de Saint-Prix

Eus Wikipedia

Émilie Barbe Guitton, pe an itron de Saint-Prix, (1789-1869) a oa un dastumerez kanaouennoù brezhonek er vro etre Montroulez ha Kallag.

Émilie Barbe Marie Guitton, pe Guiton, a voe ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1789 e Kallag, merc'h da Pierre-Jean Guitton, alvokad e Parlamant Breizh ha barner a beoc'h, ha da Barbe Françoise Le Denmat-Restguen.

Dimeziñ a reas e 1816 da Charles Jean André Tixier Damas, kont Saint-Prix (1775-1849). Ofiser a vor e oa hennezh ha maer Plouyann e voe e-pad ur pennadig. Pemp bugel o devoe : tri mab, Charles, Philippe ha Jean, ha div verc'h, Marie-Émilie hag Émilie Barbe.

Bevañ a rae Émilie Barbe de Saint-Prix, gant he familh, e maner Traoufeunteunioù, e Plouyann, hag e maner Kerbournet[1], e Sant-Servez. Un ti o doa e Montroulez ivez. En ti-se, a gonter, e veze degemeret tud a bep seurt, republikaned ha roueelourien.

Gant an itron de Saint-Prix e voe dastumet kanaouennoù, e Treger ha Kerne-Uhel, adalek 1820. N'he deus embannet tra ebet, met kaset he doa lod eus ar c'hanaouennoù dastumet ganti da Gervarker. Marzin, kan X Barzhaz Breizh, a oa bet dastumet ganti e bro Dreger, da-lâras Kervarker e-unan. Hervez Anatol ar Braz e oa bet sikouret e dad, Nicolas Le Bras, gant an itron de Saint-Prix da zastum kanaouennoù, ha lavaret he doa dezhañ he doa kaset meur a werz da Gervarker. Met goulenn a reas ne vije ket meneget hec'h anv evel dastumerez e levr Barzhaz Breizh[2].

Kanaouennoù all he doa kaset da Yann-Vari Penwern. An dornskridoù anezho, goude bezañ bet e maner Leskivid e Dirinonn, hag e maner Kerzaoulaz e Lannurvan goude, zo en em gavet bremañ e levraoueg abati Landevenneg.

Mervel a reas Émilie Barbe Guitton de Saint-Prix d'an oad a 76 vloaz, d'ar 27 a viz Genver 1905 e Montroulez. Beziet e voe e bered Plouyann, e-kichen he gwaz.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N’eus ket eus ar maner ken. Gwerzhet e oa bet e 1923 ha divontet da vezañ adsavet e Plougastell.
  2. Diwar-benn ar c'han Marzin e lenner an evezhiadenn-mañ : Nous avons été mis sur la trace de ce chant et du morceau précédent (Merlin-Diwinour) par une dame des environs de Morlaix, qui a bien voulu nous en communiquer des fragments chantés au pays de Tréguier. Nous sommes heureux d'avoir l'occasion de remercier notre aimable et modeste guide, en même temps désolés qu'elle nous ait privés de la satisfaction d'amour-propre que nous aurions eue à la nommer ici.