Émile Schuffenecker

Eus Wikipedia
Emboltred (1889)

Claude Émile Schuffenecker pe Émile Schuffenecker, ganet d’an 8 a viz Kerzu 1851 e Fresne-Saint-Mamès hag aet d’an Anaon d’an 31 a viz Gouere 1934 e Pariz, a oa ul livour postimpresionour gall.

E-touez livourien Pont-Aven eo bet, tro-dro da Baul Gauguin. Gant Schuffenecker e oa bet livet ludresadenn Gauguin, anvet Synthétisme.

Erbedet e oa bet dezhañ gant Gauguin klask tremen hep livañ an natur rik evel m'emañ, hogen klask mont davet an difetis evit tostaat ouzh an doueel, ha d’ar speredel.

Arc'hant en doa prestet da C'hauguin. Dastumadeg Gauguin a oa bet fiziet ennañ e-keit ha ma oa hennezh o veajiñ en inizi tomm-tomm. Bec'h a oa savet etreze da c'houde, pa lavare Gauguin war un ton hek ha flemmus a-zivout Schuffenecker e oa anezhañ, un den dister ("un médiocre") a vije bet « ganet hag hemañ tonket da vout micherour bihan, porzhier pe genwerzhour, unan da c'hortoz pep tra digant ar re all evit dont da vezañ ur perc'henn. »

E 1903 e c'houlennas e wreg an torr-dimeziñ digantañ, hag hi da vezañ « ur gwir Perseval » hervez komzoù Gauguin.

Foranet e voe e zastumadeg livadurioù, en o zouez e konted 7 Cézanne, 7 Van Gogh ("Paotr al lizheroù",  "Le Bon Samaritain", un "Arlésienne", ur skouerenn eus an "Tournesols", "Souvenir du jardin à Etten"). Darn eus an torkad taolennoù-mañ a voe gwerzhet da Chtchoukine ; el lod-se e kaved ivez un toullad re gant Gauguin ("Le Christ jaune", da skouer), hag engravadurioù japanat ha tresadennoù gant Odilon Redon.

Daremprediñ a reas, e Pariz, er "ruskenn", al livour Victor Dupont eus al luskad faovouriezh. Lesanvet e voe gantañ "Schuff ar Ruz" abalamour d'e vennozhioù anarkour. Mervel reas e Pariz e 1934.

Teknikoù, Skolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]