Édouard Landrain
Neuz
Edouard Landrain zo ur politikour breizhat, bet ganet d’ar 1añ Gouere 1930 en Oriant (Mor-Bihan) hag aet da Anaon d’ar 24 Mezheven 2006.
Brudet eo bet evit bezañ tomm da Vreizh, ha pa vefe treut e vilañs diwar-benn unvanidigezh ar vro.
E strollad an UDF eo bet e-pad pell a-raok mont en UMP.
Dileuridigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 14/03/1965 betek 14/03/1971 : Kuzulier kêr Ankiniz (Liger-Atlantel).
- 14/03/1971 betek 13/03/1977 : Eil-Maer Ankiniz (Liger-Atlantel).
- 13/03/1977 betek 06/03/1983 : Maer Ankiniz (Liger-Atlantel).
- 26/03/1979 betek 17/03/1985 : Kuzulier-departamant Liger-Atlantel.
- 22/03/1982 betek 17/03/1985 : Besprezidant Kuzul-departamant Liger-Atlantel.
- 07/03/1983 betek 12/03/1989 : Maer Ankiniz.
- 18/03/1985 betek 29/03/1992 : Besprezidant Kuzul-departamant Liger-Atlantel.
- 17/03/1986 betek 27/06/1988 : Kuzulier rannvro Broioù al Liger.
- 17/03/1989 betek 18/06/1995 : Maer Ankiniz.
- 30/03/1992 betek 22/03/1998 : Besprezidant Kuzulier departamant Liger-Atlantel.
- 25/06/1995 betek 18/03/2001 : Maer Ankiniz.
- 23/03/1998 betek 28/03/2004 : Besprezidant Kuzul-departamant Liger-Atlantel.