Youriy Gagarin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred ofisiel

Youriy Alekseyevitch Gagarin (rusianeg Ю́рий Алексе́евич Гага́рин, Youriy Alekseyevitch Gagarin, distaget [jurʲɪj ɐlʲɪˈksʲeɪvʲɪtɕ ɡɐˈɡarʲɪn]) (9 a viz Meurzh 1934 - 27 a viz Meurzh 1968) a oa un egoraer soviedel hag un Haroz eus an Unaniezh Soviedel. D'an 12 a viz Ebrel 1961, e bourzh an egorlestr Vostok I, e oa bet an den kentañ o vont en egor. Ur gelc'htro a reas en-dro d'ar blanedenn e-pad 1 eurvezh hag 48 munut.