Astraer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An astraer Bruce McCandless II er-maez eus an egorvulzun o “kerzhet” en egor gant un ardivink ispisial.

Un astraer, pe un egoraer, pe ur sterdead, a zo un den hag a veaj en egor.

Termenadurezh[kemmañ]

Ar ger brezhoneg astraer[1] a glot gant ar saozneg astronaut, hag an termen a vez graet gantañ gant an NASA (Stadoù-Unanet) hag an ESA (Europa). Ar ger egoraer[2] a glot gant ar rusianeg kosmonavt a vez graet gantañ evit ar re a veaj e-bourzh egorlistri soviedat pe rusian. Ar ger sterdead [3], savet war patrom ar ger merdead, gant ster evit astr, a zo un heñvelster da astraer.

Liamm ha notennoù[kemmañ]

  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1977, p.52b.
  2. Geriadur bihan galleg-brezhoneg & galleg-brezhoneg, Mouladurioù Hor Yezh, 1993, p.38.
  3. Geriadur bihan galleg-brezhoneg & galleg-brezhoneg, Mouladurioù Hor Yezh, 1993, p.114.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.