Yezh naturel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Implijet e vez an termen yezh naturel evit ober an diforc'h, pa vez ezhomm, etre ar yezhoù a vez komzet gant an dud hag yezhoù savet a-ratozh kaer evit palioù resis, evel da skwer ar yezhoù kompodiñ implijet evit an urzhiataerezh (pe kompoderezh) hag ar sistemoù implijet gant ar poelloniezh jedoniel a reer yezhoù oute ivez.

A-wechoù e kaver ivez an termen yezh boutin pe yezh ordin, dreist-holl pa vez kaoz eus filosofiezh ar yezhoù hag a zo kevatal da yezh naturel.

Gant an urzhiataerezh ez eo studi ar yezhoù naturel un isdachenn hag e vez implijet evit ober dave eus sistemoù ha termenoù enkas diazezet war patrom ar yezhoù implijet gant mab-den kentoc'h evit sistemoù diazezet war yezhoù kompodiñ rik.

Ret eo lâret ivez ez eo yezhoù naturel ar yezhoù dre sinoù implijet gant ar re vouzar hag a vezont implijet gant an dud evel n'eus forzh peseurt yezh naturel all hag enne strukturioù ha perzhioù heñvel oute.

Yezhoù savet a-ratozh[kemmañ]

Un nebeut yezhoù bet savet a-ratozh (saoz. constructed languages pe eeunoc'h conlangs) evel an esperanteg o deus gellet dont da vezañ yezhoù damnaturel diorroet-mat, rak tizhet ez eus bet gante tud d'o c'homz evel yezh kentañ. Met n'eo ket alies ma c'hoarvez kemendall gant seurt yezhoù

Yezhoù kompodiñ[kemmañ]

Abalamour m'o devez ur struktur luziet hag ur c'heriaoueg ledan gant kalz a amreizhterioù peueliesañ, ne dalvez ket ar yezhoù naturel evit an urzhiataerezh. Ret eo bet sevel yezhoù ispisial neuze evit ober war-dro an urzhiataerezh a vez graet ''yezhoù kompodiñ oute.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Yezh savet a-ratozh Yezh kompodiñ Yezh dre sinoù