Yezh kellid

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh kellid (saoz: emerging language) evit komz eus ur yezh n'eo ket bet tizhet ganti c'hoazh ur statud leun evel yezh emren penn-da-benn, disheñvel diouzh ar yezhoù tro-war-dro.

Hanter-hent eo ur yezh kellid neuze etre rannyezh ur yezh-to hag ur yezh peuremren, da skouer:

Kemmañ a ra statud seurt yezhoù hervez an dud a gomz diwar o fenn peurliesañ, da lâret eo int yezhoù evit ar re o difenn ha rannyezhoù evit ar re n'o difenn ket rak dont a ra rannyezhoù da vezañ yezhoù kellid ha neuze yezhoù emren hervez ar vontontez politikel pe get, da skouer ne vefe ket diaes lakaat ar gwenedeg da vezañ ur yezh kellid kentoc'h evit ur rannyezh brezhonek dres evel m'eo bet graet gant ar moldaveg disrannet a-ratozh-kaer diouzh ar roumaneg met n'eo ket bet graet evit ar brezhoneg peogwir e fell d'an darn vrasañ eus ar vrezhonegerion klask difenn ha kreñvaat unvaniezh ar yezh dre unvaniñ ar rannyezhoù kentoc'h evit he disrannañ.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]