Yann Guillamot

Eus Wikipedia
Yann Guillamot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ

Yann Guillamot (Yann Gwilhamod), bet ganet e 1949 e Ploveilh, zo ur c'honter brezhonek hag un arbennigour war al lennegezh dre gomz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet en ur familh kouerien, Yann Gwilhamod a voe desavet e brezhoneg. Mont a reas da vezañ munuzer betek ma voe paouezet ober goude ur gwallzarvoud, hag eñ en e oad gour. Pa oa o klask gouzout petra ober e tivizas adstagañ gant e studioù war ar brezhoneg, p'en doe tapet un testeni war ar studioù keltiek e Skol-veur Roazhon er mare ma plije dezhañ mont da enrollañ traoù a bep seurt a veze kontet dezhañ gant tud e gumun. Renket en doa ar c'hontadennoù dastumet e-pad un tregont vloaz bennak ha diwar an dafar-se en doe soutenet ur c'hounskrid ken e tapas ur vestroniezh pa voe tri-ugent vloaz.

Kelennet en deus da c'houde evit Kelenn (Diwan), Merwent (Kelenn) ha Roudour.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, Al Liamm, 2017
  • Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all, Al Liamm, 2020

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]