Mont d’an endalc’had

Yann-Vari ar Skourr

Eus Wikipedia

Yann-Vari ar Skourr (Jean-Pierre-Marie Le Scour en ti-kêr) a sine I. P. M. ar Skourr, pe Barz Itron Varia Remengol, pe c'hoazh Kloarek Remengol, ganet d'an 2 a viz Meurzh 1811 e Hañveg, ha marvet d'an 19 a viz Eost 1870 e Montroulez, a oa marc'hadour gwin ha barzh brezhonek. Embann a reas un dastumad barzhonegoù anvet Telenn Remengol. Anavezout a reer dreist-holl ar varzhoneg Metig kanet hep skuizhañ gant ar ganerien festoù-noz abaoe an XIXvet kantved.


Kalvez e oa e dad. Gant person e barrez e voe taolet evezh ouzh e spered lemm, ha kaset e voe da gloerdi Pontekroaz, ha goude da gloerdi bras Kemper ma voe anvet da ziagon. Kuitaat a reas ar vuhez relijiel da vont da urcher da lez-varn Brest ha goude da c'hrefier en hini Vontroulez.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Karantez ha glac'har (Amour et chagrin). Montroulez. Moulet gant Lajat, e-tro 1863. 8 p.
  • Gwerziou Remengol (Complaintes de Rumengol). Brest : Lefournier, 1867.
  • Telenn Remengol (1867) (La Harpe de Rumengol). Brest : Lefournier, 1868. 179 p.
  • Telenn Gwengamp (La Harpe de Guingamp). Brest : Piriou, 1869.
  • Kantik da Intron Varia Remengol. Kantik
  • Metik ha Gwenole. War follennoù distag.