Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15 bloaz 2009

Eus Wikipedia

13/04/2009 — 19/04/2009

skrivañ un dra bennak er pemzekvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h


Me oa gant ar soñj labourat war an OGM. Buan em eus merzhet e oa bet graet traoù dija. Ur gudenn a zo memestra, penaos e vez anvet an OGM e brezhoneg.
A-bep seurt am eus kavet OGM (evel e galleg), OKG (Organeg Kemmet e Genoù), OGK (Organeg he Genoù Kemmet)...
Gant Ofis ar brezhoneg ez eo kinniget : organeg he genoù kemmet (OGK) | b. | organegoù o genoù kemmet.
Mat 'vefe divizout ur wech da vat evit gellout kaout ul labour klok ha frammet mat.
Roit din ar soñjoù, ar mennozhioù hag an arguzennoù evit gellout mont war-raok.
Trugarez, Y-M D

  • Tud zo a ra gant OGM, evel e galleg, evel ar c'helenner Plourin a gomz eus brezhoneg OGM. Den ne ra gant GMO evel e saozneg.
  • Organeg he Genoù Kemmet ne seblant ket bezañ savet war batrom ar brezhoneg: paotr e vlev hir (strizh)/ un den hir e vlev (amstrizh), met gallout a ran faziañ evel ma c'hall an Ofis: gant piv eo bet graet an dibab-se pe ar re all, se n'eo ket bet embannet;
  • Perak kemmet e-lec'h daskemmet, a zo resisoc'h ha reishoc'h d'am soñj?
  • Perak genoù e-lec'h genomoù, a zo resisoc'h ha reishoc'h d'am soñj? Hag aesoc'h din evit ober ar c'hemm etre genaouek ha genomaouek, ha ne oarfen ket ober ken alies a-hend-all.
  • Me a rafe divezh gant Organeg/où Daskemmet he/o Genomoù.
  • Unan a zaou: pe e kemerez an anv a blij dit da sevel da bennad, pe e c'hortozez gwell, ha neuze e c'hortozi pell.
A galon. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2009 da 01:34 (UTC)[respont]

Kempennet ar pennad. Laosket em eus anvioù divoutin ha dibar evel Jeune Nation ha Résurrection Patrie e galleg. Dav treiñ pe get?--Ex-Smith 16 Ebr 2009 da 21:38 (UTC)[respont]

Arabat. Pe neuze treiñ SS hag SA... pe PS, UMP, evel ma rae lod. Met dereat e vije lakaat un droidigezh vrezhonek e-kichen an anv er yezh all. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2009 da 01:13 (UTC)[respont]

Tapet eo bet an daolenn diegezh diwar ar pennad gallek, met gwelloc'h eo an hini zo er pennad saoznek (klokoc'h). Piv oar penaos lakaat honnezh e-lec'h eben? Bianchi-Bihan 19 Ebr 2009 da 16:47 (UTC)[respont]

Adsevel anezhi diwar ar patrom [1] ?--Ex-Smith 19 Ebr 2009 da 16:53 (UTC)[respont]
Seurt traoù ne gomprenan mann enne. Bianchi-Bihan 19 Ebr 2009 da 17:02 (UTC)[respont]
Dav din anzav n'ont ket mailh war seurt traoù ivez. Marteze e c'hallo unan bennak all hor sikour?--Ex-Smith 19 Ebr 2009 da 17:52 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket re ar gudenn a peus. Petra 'zo gant an daolenn diegezh. --Y-M D

Tapet on gant se: Patrom:Début citation, er pennad Lot, niz Abraham. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2009 da 17:20 (UTC)[respont]

Petra a fell dit ober? Skarzhañ ar patrom pe lakaat anezhañ e brezhoneg?--Ex-Smith 22 Ebr 2009 da 15:35 (UTC)[respont]
Penaos kinnig un arroud levr? Bianchi-Bihan 23 Ebr 2009 da 04:08 (UTC)[respont]
Patrom:Penn-kentañ arroud / Patrom:Dibenn arroud. Dav dit krouiñ ar patrom bremañ. A galon.--Ex-Smith 23 Ebr 2009 da 11:57 (UTC)[respont]

Unan bennak a ouezfe penaos treiñ "peinture de genre" e brezhoneg? (saozneg : genre works, alamaneg : Genremalerei)--Ex-Smith 22 Ebr 2009 da 16:24 (UTC)[respont]

Marteze e c'hellfes adkemer stumm an anv er yezhoù peus meneget ha sevel an anv brezhoneg war ar memes patrom. --Y-M D 22 Ebr 2009 da 16:41 (UTC)

Da c'hortoz un dra bennak all gwelloc'h e kinnigin livadurioù eus/(pe) livañ buhez ar gouerien. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2009 da 04:13 (UTC)[respont]