Lot, niz Abraham

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Gwelout ivez ar pennadoù Lot ha Loth.

Loth pe Lot (en hebreeg: לוט - [lō]; en arabeg: لوط - [lū]) a zo unan eus ezec'h ar Bibl, niz da Abraham, meneget e Levr ar C'heneliezh.

E Levr ar C'heneliezh[kemmañ]

Mab e oa da Haran, a oa breur da Abraham (Gen. 11:27). Nahor, ur breur all da Abraham, a zeuas da vout breur-kaer Lot dre zimeziñ da c'hoar Lot, Milcah hec'h anv.

Goude kuitaet Ur gant e eontr Abraham setu int o tegouezhout war lez ar Jordan. Ha pep hini da vont en e du : Abraham a chom e Bro Canaan ha Loth a ziskenn gant e chatal war-du plaenenn ar Jordan ha betek kêr Sodom. Brezel a zo etre roueed ar c'hornad, ha tapet eo Loth ha dalc'het evel prizoniad. Dont a ra Abraham da zieubiñ e niz ha d'e gas da Sodom en-dro. Ha Doue da ziskuliañ da Abraham en deus divizet distruj Sodom ha Gomorrha a zo deuet da vout lec'hioù a bec'hed. Klask a ra Abraham aspediñ Doue evit mirout ouzh an distruj.

An aelez[kemmañ]

Lot o tifenn an daou estren


Dont a ra daou ael da Sodom, ha degemeret int gant Loth en e di. Ha setu Sodomiz, hag o deus klevet kaoz eus daou estren nevez degouezhet e kêr , da zont da stekiñ ouzh dor Loth evit ober anaoudegezh ganto ha kinnig dezho c'hoari daou pe muioc'h. Loth a ziwall an aelez, ha kinnig a ra e verc'hed en o lec'h.

O chom e oa Lot e Sodom, ha kemenn a reas ar bobl da ziwall diouzh kastiz Doue abalamour d'o obererezh mezhus a anver sodomiezh. Kaset e voe da sutal. Sachet e voe Lot neuze, gwreg ha merc'hed hag all, gant an aelez e-maez kêr a-raok an drouziwezh. Repu a gavas o strollad en ur gêr anvet Tsoar. Lavarout a eure an aelez dezho chom hep sellout war o c'hiz da vare an distruj.

Piler holenek en aod ar Mor Marv

Daoust da se e troas gwreg Lot da sellout, ha kerkent e voe troet e en un delwenn holen . Krediñ a reer e c'hallfe bezañ un dave da rec'hier holenek a gaver war aod ar Mor Marv.

Lot hag e verc'hed[kemmañ]

Distrujet an div gêr gant an tan-taran, setu Lot hag e verc'hed o repuiñ en ur vougev er menez.

Lot hag e verc'hed, livet gant Hendrik Goltzius 1616


Hag ar verc'h henañ d'he c'hoar : “Kozh eo hon zad ; ha gwaz ebet nend eus er c'hornad, da zont d'hor bete, hervezgiz an holl vroioù. Deus, roomp gwin d'evañ d'hon zad, gourvezomp gantañ, ma virimp gouenn hon zad.”.
Hag int ha reiñ gwin d'o zad eta en noz-se ; hag ar verc'h henañ da vont gant he zad da c'hourvez. Hag eñ ne welas na pegoulz e c'hourvezas-hi, na pegoulz e savas-hi. En deiz war-lerc'h e lavaras ar c'hoar henañ d'e c'hoar: “ Setu, dec'h da noz em boa kousket gant mazad; roomp gwin dezhañ henozh c'hoazh , ha kae da gousket gantañ, evit ma virimp gouenn hon zad ”.
Gwin a rojont d'o zad da evañ en noz-se c'hoazh; hag an hini yaouankañ a eas da gousket gantañ. Ne daolas ket me na pegoulz ec'h eas-hi da gousket na pegoulz e savas-hi. Brazezet e oa bet div verc'h gant o zad. Ar verc'h henañ a c'hanas ur mab, a voe anvet Moab. Hennezh eo tad ar Voabited betek an deiz-mañ. Ar verc'h yaouankañ a c'hans ur mab ivez, a voe anvet ganti Ben-Ammil. Hennezh eo tad an Ammonited betek an deiz-mañ.

En Islam[kemmañ]

Lût pe Loût eo e anv er C'horan .

Kerentiezh Lot[kemmañ]

 
 
 
 
Terach
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Abraham
 
Nachor
 
Haran
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Lot
 
Milka
 
Jiska
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Moab
 
Ben-Ammi

Notennoù[kemmañ]

Pennaoù kar[kemmañ]

Liammoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Lot el livadurioù[kemmañ]

Gant div abadenn eus buhez Lot, dreist ar re all, eo bet awenet an arzourien.

Lot o tec'hel eus Sodom[kemmañ]

Lot hag e verc'hed[kemmañ]