Abraham Brueghel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Torkad bleunioù en ul lestr arem

Abraham Brueghel (1631-1690) a oa ul livour flamank eus un tiegezh livourien brudet. Mab e oa da Jan Brueghel yaouank, a oa mab da Jan Brueghel gozh, hag a oa mab da Pieter Brueghel gozh.


An Tiegezh[kemmañ]

 
 
Pieter Brueghel gozh
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Pieter Brueghel yaouank
 
Jan Brueghel gozh
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Jan Brueghel yaouank
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Abraham Brueghel

Yaouankiz[kemmañ]

Ganet e oa en Antwerpen, hag eno e tremenas e yaouankiz. Deskiñ a reas livañ gant e dad , Jan Brueghel yaouank. Kregiñ a reas da gaout brud en-krennard.

Buhez arzour[kemmañ]

E 1649, d'an oad a 18, ez eas Abraham da Italia da labourat evit ar priñs sikilian Antonio Ruffio. Tro en devoe da ziskouez pegen barrek e oa da livañ an natur hag ar beunioù dreist-holl.

Dek vloaz goude , e 1659, ez eas Brueghel da chom da Roma. Bloaz goude e timeze d'un Italianez. Derc'hel a reas da livañ taolennadoù bleunioù ha traoù divuhez , hag 1670 e voe degemeret en Accademia di San Luca, un akademiezh roman mennet da reiñ deskadurezh d'an arzourien. Bloaz goude ez eas da chom da Naplez ma varvas e 1690.

Liamm diavaez[kemmañ]