Wikipedia:Gwastell ar garantez

Eus Wikipedia
Gwastell ar garantez
Petra zo ezhomm ?

1 gwele tomm a-walc'h.
2 gorf disheñvel, gwalc’het en a-raok.
500 g flourigoù (pe vuioc’h).
50 g pokoù gwrezus (pe vuioc’h).
1 vananezenn, kalet diouzh c'hoant.
2 giwienn ha ne vint ket re bezhell.
2 aval ar baradoz (mentet diouzh ar c’hoant).
1 forn raktommet goustadik.

Aozañ ar meuz
  • Lakaat an 2 gorf er gwele tomm gant 50 gramm a bokoù gwrezus (pe muioc’h).
  • Goleiñ ar c’horfoù gant 500 g a flourigoù (lakaat muioc’h diouzh c'hoant).
  • Pakañ ar c’horfoù, ar vananezenn dreist-holl, muiañ ma c’hallor (diwallit na strinkje laezh digant ar vananezenn).
  • Hejañ an 2 aval ar baradoz gant evezh, rouzañ anezho (ha n’eo ket ruziañ na ruzañ) un disterig.
  • Gant begoù ar bizied, ha gant evezh bras, lakaat ar vananezenn, goude he zommañ, er forn raktommet.

Teurel evezh : leusker an 2 giwienn e-maez ar forn, ha hep o feliat !

  • Dousik, c'hoari mont-ha-dont gant ar vananezenn.
  • He zennañ e-maez ar forn bep an amzer, hag he zreiñ, a-benn he foazhañ evel a zo dleet, hep mui, hag evit ma ne gollfe takenn eus ar chug a zo enni.
  • Lakaat ar chug da strinkañ eus ar vananezenn e-barzh ar forn, ha neket e-kichen, en ur ziwall da goll takenn ebet. Tennañ ar vananezenn, koazhet un tammig, e-maez ar forn, dousikañ ma c'haller.
  • A-benn echuiñ ar wastell, laosker da c'hlec'hiañ etre an daouarn ... pe lipat an takennoù n'int ket chomet er forn, da dañva, hervez c'hoant ar geginerez.
  • Laoskit da yenañ.
  • Tennañ e-maez a-benn 9 miz.

Arabat eo ankounac’haat adkregiñ alies d’ober ar wastell rak gwelloc’h-gwellañ e vez ar blaz bep tro.

Skignañ e-touez ho mignoned, dezho da dañva ivez Gwastell ar garantez.

Kalon digor d'an holl !