Waltzing Matilda
Waltzing Matilda zo ur ganaouenn-bobl eus Aostralia, embannet e 1903, hag an hini brudetañ eus ar vro, betek bezañ lesanvet eil kan broadel ar vro.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Skrivet eo bet e 1895 gant ar barzh broadelour Banjo Paterson. Embannet e voe gant ar sonerezh e 1903. Ur mirdi zo bet savet d'ar ganaouenn, ar Waltzing Matilda Centre, e Winton, e Queensland.
Kentañ ma voe sonenrollet a voe e 1926, kanet gant John Collinson ha Russell Callow[3].
Ar skrid [kemmañ]
Un tamm kemm zo bet er skrid abaoe 1903, met hini ebet en istor.
|
Once a jolly swagman camped by a billabong,
Down came a jumbuck to drink at the billabong,
Up rode the squatter mounted on his thoroughbred
Up jumped the swagman, sprang into the billabong,
|
Un deiz e oa un devezhour lirzhin o kampiñ e-tal ur poullad-dour,
« Dont a ri da valsiñ, Matilda, ganin. »
« Dont a ri da valsiñ, Matilda, ganin. » |
Gerioù aostralian [kemmañ]
- Swagman
- Diwar swag, sac'h ur baleer-bo, pe pakad-kousket, ennañ pallenn ha liñsel. En ur ganaouenn all e klever my swag has got room for one man only! Ur swagman zo un devezhour.
- Waltzing
- diwar ar ger alamanek auf der Walz, hag a dalv kement ha beajiñ da zeskiñ doareoù nevez ar vicher . Ar verb to waltz a zo valsiñ : valsiñ a ra ar pallenn dre ma kerzh an den. -
- Matilda
- anv roet d'ar pallenn
- Billabong
- poull
- Coolibah
- asez gwezenn eucalyptus e-kichen ar billabongoù.
- Jumbuck
- dañvad. Diwar jump up (lammat) distaget gant an Henvroiz, devezhourien anezho, abalamour ma lammont a-wechoù dreist ar c'hlouedoù!
- Billy
- ur seurt kastelodennig.
- Squatter
- an den a vev en ur squat, un atant.
Pennad kar [kemmañ]
Da selaou [kemmañ]
- Kanet gant Slim Dusty
- Kanet gant bugale
- Gant skeudennoù all e teu ur blaz all d'ar ganaouenn, kanet gant The Seekers : http://www.youtube.com/watch?v=JV5nbOGRu3Y&feature=related