Varg Vikernes
| Varg Vikernes | |
|
Varg Vikernes e 2010
|
|
|
|
|
| Anv | Kristian Larsson Vikernes |
|---|---|
| Ganet | 11 a viz C'hwevrer [[1973|1973]] [[e-kichen Bergen (Norvegia)]] |
| Doare(où) | Black Metal Dark Ambient Heavy Metal |
| Benveg(binviji) | Gitar,gitar-boud, taboulinoù, stokelleg |
| Bloavezhioù oberiant | abaoe [[1991 e sonerezh|1991]] |
| Label(ioù) | Deathlike Silence Productions Cymophane Misanthropy Records |
| Lec'hienn ofisiel | burzum.org |
| kemmañ |
|
Kristian Larsson Vikernes, graet anezhañ Varg Vikernes, ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1973, a zo ur soner norvegiat, ezel nemetañ ar strollad Black Metal anvet Burzum.
Brudet e oa deuet da vout e deroù ar bloavezhioù 1990 a-drugarez d'e sonerezh evel-just, mes ivez d'e vennozhioù gouennelour ha d'e dorfedoù ha dre ma skrivas pennadoù entanet a-enep d'ar gristeniezh. Lakaet en doa an tan e meur a iliz kozh ar vro, o vennout dialiñ ar Skandinavianed kozh heskinet gant ar gristenien hervezañ, ha drouklazhet en doa Euronymous, rener ar strollad Mayhem e 1993.
Kemmet en deus e anv evit bezañ graet Varg Qvisling Larssøn Vikernes anezhañ, e koun an nazi norvegiat Vidkun Quisling. Nac'h a ra hiziv bezañ broadel-sokialour, avat,dre ma tisplij dezhañ ar ouennelouriezh a-enep d'ar Slaved. Lavarout a ra n'eo ket dedennet gant ar satanouriezh, met gant ar baganelezh nemetken.