Upingtonia

Eus Wikipedia
Upingtonia war ur gartenn e 1886.

Republik Upingtonia a oa ur stad izelvroek, pe republik boer, en Suafrika, krouet d'an 20 a viz Here 1885. E 1886 e voe kemmet hec'h anv en Lijdensrust. En 1887 e voe enteuzet en Deutsch-Südwestafrika, a zo Namibia hiriv.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1874 ha 1880 e tivroas kouerien eus Transvaal d'ar vro a oa su Angola neuze. Bec'h a savas gant an drevadennerien bortugalat, lod a zistroas da-vetek Transvaal, lod all a yeas davet ar su.

In 1885 e prenas William Worthington Jordan kement ha 50 000 km2 a zouaroù digant ar penn-bras Ovambo Kambonde, evit 300 lur, paeet evel 25 arm-tan, ur march yac'h, hag ur varrikennad kognag. En em astenn a rae an dachennad a-hed 170 km adal Okaukuejo er c'hornôg betek Fischer's Pan er reter. Ar penn-bras Kambonde en devoa ezhomm eus skoazell Jordan evit bezañ trec'h war e enebour Nehale.

Etre 1876 ha 1879, en amzer an Dorsland Trek e oa Boered o devoa treuzet an tolead da vont da Angola. En 1885 e tistroas lod da chom e Grootfontein war douaroù roet evit netra dezho gant Jordan. Disklêriet e voe Republik Upingtonia d'an 20 a viz Here 1885.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]