Mervent Afrika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mervent Afrika (South West Africa e saozneg, Suidwes-Afrika en afrikaneg ha Südwestafrika en alamaneg), eo an anv ofisiel a oa gant Namibia a-raok 1990.

Istor[kemmañ]

Adalek 1884 betek 1915 e oa hec'h anv Mervent Afrika Alaman (Deutsch-Südwestafrika, DSWA), un drevadenn eus an Impalaeriezh Alaman. Tapet e voe gant Suafrika (en anv Impalaeriezh Breizh-Veur) da-geñver ar Brezel-bed kentañ.

Goude ar brezel eo bet fiziet gant Kevredigezh ar Broadoù ar merañ eus ar vro-se e Suafrika, gant an anv Mervent Afrika.

Goude an eil brezel-bed e nac'has Suafrika treuzkas ar meradur-se d’ar Broadoù-Unanet.

E 1966 e tisklêrias Emvod-Meur ar Broadoù-Unanet n'he doa gwir ebet ken Suafrika da verañ ar vro, hag e 1971 e oa dilezenn dalc'h Suafrika warni. E 1968 e voe degemeret an anv Namibia gant ar Broadoù-Unanet.

A-benn ar fin, goude meur a dabut etre ar Broadoù-Unanet ha Suafrika, hag ur gouvrezel renet gant ar SWAPO, e teuas ar vro da vezañ ur vro dizalc'h e 1990, gant an anv Republik Namibia. Porzh Walvis Bay, un enklozenn, n'eo bet enframmet enni nemet e 1994.


Gwelet ivez[kemmañ]