UNITA

Eus Wikipedia
Banniel an UNITA

An UNITA (União Nacional para a Independência Total de Angola - Unvaniezh Vroadel evit Dizalc'hidigezh A-grenn Angola) zo ur strollad politikel angolat krouet e 1966.

Stourm a reas an UNITA asambles gant an MPLA ouzh Portugal betek dizalc'hidigezh Angola e 1975. Goude-se e savas ur brezel diabarzh drastus etre an daou strollad hag a badas eus 1975 betek 2002. Skoazellet e oa neuze an UNITA gant SUA ha Suafrika pa oa skoazellet an MPLA gant an Unaniezh Soviedel ha Kuba. Pa varvas Jonas Savimbi, e penn an UNITA abaoe e grouidigezh, e 2002, e voe lakaet un termen d'ar brezel hag e kemeras perzh an UNITA e buhez politikel ar vro.