MPLA

Eus Wikipedia
Banniel an MPLA

An MPLA (Movimento Popular de Libertação de Angola - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola) zo ur strollad politikel angolat, krouet e 1956.

Stourm a reas an MPLA asambles gant an UNITA ouzh arme Portugal betek gounit dizalc'hiezh ar vro e 1975. Penn ar strollad, Agostinho Neto, a voe lakaet da brezidant kentañ Angola. Diwar-se e tarzhas ur brezel diabarzh drastus etre an MPLA, skoazellet gant an Unaniezh Soviedel ha Kuba, hag an UNITA, renet gant Jonas Savimbi ha sikouret gant SUA ha Suafrika. Un termen a voe lakaet d'ar brezel goude marv Savimbi e 2002.