Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1919
Dalc'het e oa bet 13vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 660 km).Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Firmin Lambot, 24,056 km/e e dizh keitat.
Adkroget e oa bet gant an Dro war-lerc'h an Eil Brezel-bed dre ma ne oa ket bet redet ar genstrivadeg etre 1915 ha 1918. Anat eo e oa fall-spontus an hentoù a oa ret d'ar varc'hhouarnerien tremen dreze ! Aet e oa kuit an Dro eus Plasenn ar Genunvaniezh (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.
Krouet e oa bet ar C'hrez melen, bet deroet d'ar reder gall Eugène Christophe (ar Galian kozh e lesanv) a-raok kregiñ gant an 11vet tennad-hent etre Grenoble (Isère) ha Jeneva (Suis).
11 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 67 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh [kemmañ]
- 3 a viz Gouere : 3de tennad-hent etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Francis Pélissier
Bro-C'hall. - 5 a viz Gouere : loc'het ar 4re tennad-hent eus Brest war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
Renkadurioù [kemmañ]
| Renk | Reder | Rummad | Amzer tremenet war e varc'hhouarn |
|---|---|---|---|
| 1añ | Firmin Lambot |
A | 231e07'15" |
| 2l | Jean Alavoine |
A | + 1e42'54" |
| 3de | Eugène Christophe |
A | + 2e26'31" |
| 4re | Léon Scieur |
A | + 2e2'15" |
| 5vet | Honoré Barthélemy |
A | + 4e14'22" |
| 6vet | Jacques Coomans |
A | + 15e21'34" |
| 7vet | Luigi Lucotti |
A | + 16e01'12" |
| 8vet | Joseph Van Daele |
A | + 18e23'02" |
| 9vet | Alfred Steux |
A | + 20e29'01" |
| 10vet | Jules Nempon |
B | + 21e44'12" |
|
|||||