Trường Chinh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Trường Chinh (lesanv, "Ergerzhadenn Veur"; Đặng Xuân Khu diouzh e wir anv) (1907 - 1988) a oa unan eus pennoù komunour Viêt Nam.

Dont a reas da vezañ ezel eus Strollad Komunour Viêt Nam dindan beli Hồ Chí Minh er bloavezhioù 1930, nebeudig goude ma oa bet krouet.

E 1941 e teuas da vezañ Trường Kentañ Sekretour ar Strollad Komunour, an eil ezel pouezusañ er Strollad goude Hồ Chí Minh e-unan.

Er bloavezhioù 1950 e oa bet lakaet e pleustr gant Trường ur politikerezh evit kemmañ al labourerezh-douar e Norzh Viêt Nam levezonet gant ar pezh a oa bet kaset da benn gant Mao. C'hwitañ war an taol a reas avat ha mervel a reas meur a hini gant an naon. Diwar se hag ar fed ma save a-du gant Mao a-enep da niver-brasañ ar Strollad hag a glaske stardaat al liammoù gant an Unaniezh Soviedel kentoc'h evit gant Sina e oa bet skarzhet diouzh e bost a Sekretour-Meur 1956, daoust ha ma kendalc'has da vezañ ezel eus ar Burev Politikel.

Da heul adunvanidigezh Viêt Nam e 1976 e oa bet gounezet gantañ ur stourm evit ar galloud e diabarzh ar Strollad ha dont a reas da vezañ Prezidant (Kadoriad Kuzul ar Stad) adal 1981 betek 1987 pa roas e dilez abalamour da gudennoù yec'hed hag ivez abalamour da stourmoù diabarzh all.

Etre miz Gouere 1986 betek miz Du 1986 e oa-eñ ivez Sekretour Meur ar Strollad da heul marv Lê Duẩn.