Lê Duẩn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lê Duẩn (bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1907 - aet da anaon d'an 10 a viz Gouere 1986) a oa unan eus an dud bet krouet Strollad Komunour Indez-sina gante, goude ma tizoloas ar gomunouriezh pa oa o labourat war an hentoù-houarn er bloavezhioù 1920.

Anvet e veze ivez Le Dung pe "anh Ba" pe "Trede Breur.

Ezel e oa eus Poellgor Kreiz Norzh Viêt Nam dindan Hồ Chí Minh hag da gefridi e oa bet roet dezhañ aozañ al luskad komunour kuzh e Su Viêt Nam.

Dont a reas da vezañ Sektretour kentañ ar Strollad e 1960, eil ezel pouezusañ ar Strollad goude Hồ Chí Minh e-unan.

Da heul marv Hồ Chí Minh e teuas Duẩn da vezañ e penn Norzh Viêt Nam ha da c'houde Viêt Nam a-bezh, rak p'en en adunvanas Su Viêt Nam gant Norzh Viêt Nam e 1976, e oa bet lakaet Duẩn da Sekretour-Meur ar Strollad.

Sevel a reas a-du gant aloubadeg Kambodja gant Viêt Nam a-benn skarzhañ diouzh gouarnamant ar vro-se ar Strollad Komunour Kampuchea (Khmered Ruz) ma save a-du Sina gante. Diaezet e oa bet lakaet neuze an darempredoù etre Viêt Nam ha Republik Poblel Sina ha skarzhañ a reas Viêt Nam holl Sinaiz a-orin diouzh ar vro hag a stardas al liammoù gant an Unaniezh Soviedel.

E 1979 e oa bet roet Priz Lenin ar Peoc'h da Lê Duẩn.

Kenderc'hel a reas en e bost a Sekretour-Meur betek deiz e varv e Hà Nội. Kemer e blas reas Trường Chinh.

Liammoù diavaez[kemmañ]