Hồ Chí Minh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.

Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro. Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel. A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un "apparatchik" etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN - " an hini a ro sklêrijenn" nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.

Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.

Ti-kañv Hô Chi Minh


Orin ha bugaleaj[kemmañ]

HO a voe ganet er rannvro Nghe-An, dres e hanternoz ar seîtekvet kensturienn a droc'he ar Viêt-nam e div riez, en ur gompezenn reuzeudik, dreisttudet, gwrizias e-doug an hañv, beuzet a-hend-all dindan ar glaveier ha gwastet alies gant ar c'horventennoù. Er rannvro-se e tarzhas en 8vet kantved un emsavadeg a-enep d'an aotrouniezh sinaat hag ar rener anezhi, ur c'houer anvet MAE HAC DE a lakaas war e benn ar gurunenn a impalaer. En hevelep rannvro e krogas 700 vloaz goude ur brezel dieubiñ a-enep da Sinaiz renet gant an impalaer LE LOI. En hevelep lec'h c'hoazh e stagas ar vandarined viet-namat, e dibenn an XIXvet kantved, da irienniñ a-enep d'an drevadennerion c'hall. E-touez ar vandarined-se e oa NGUYEN SINH HUY unan eus ar re zesketañ. Digalonekaet gant c'hwitadenn ar birvilh broadel e-touez an dud desket a-enep d'ar C'hallaoued e 1888 e teuas en-dro d'e vro c'henidik, Kim Lien, e pastell-vro Nan Dan eus rannvro Nghe-An. Eno e voe ganet d'an 19 a viz Mae 1890 unan eus e vibion a voe anvet NGUYEN THAT THANH. Desavet e voe ar paotrig, hervez pezh a skrivas diwezhatoc'h ur c'hargiad gall "en un aergelc'h a c'hwervoni, gourvenn, droukrañs ha kasoni a-enep da Vro-G'hall." Dija pa oa skoliad e klaskas ar paotr yaouank atizañ e gamaladed a-enep d'ar C'hallaoued. En abeg da se e voe lakaet er-maez eus ar skol hag ez eas d'ul lise all e Vinh. Kaset kuit e voe adarre ha diwar neuze ez eas tre er kelenndi Quoc-Hoc e Hue, ur skol-arnod e-lec(h e veze kelennet an danvezioù skol dre ar vietnameg hag ar galleg. Chom a reas pevar bloaz e kêr Hue hogen kuitaat a reas ar c'helenndi hep skrid-testeni ebet. Skolaer e voe neuze e-pad ur frapadig e Phan-Tiet, ur gêr besketaerion ha goude-se ez eas da Saigon evit klask fred war ul lestr gall. Se a c'hoarveze e 1911 hag ar paotr yaouank a save war vourzh neuze en devoa 21 bloaz hag a veze graet BA anezhañ.


E chomadenn en Europa[kemmañ]

Ho Chi Minh, 1921

Labourat a reas eta evel darbarer war ar mordreizher Latouche-Treville a veaje etre Marseille hag Indez-Sina. Gopr a gavas war-lerc'h war listri all ha gweladenniñ a reas evel-se porzhioù amerikan evel Boston ha New York. Goude bezañ en em gavet er Reter nesañ hag en Afrika an Hanternoz e savas ur flemmskrid a-enep dT ar veliezh trevadennel dindan an talbenn : "Le procès de la colonisation française" hag ur flemmskrid all a-zivout stad ar vorianed en Amerika ; "La race noire" e-lec'h e tage kriz ar Stadoù-Unanet. Un nebeut mizioù kent ar brezel bed kentañ e reas HO e annez e Londrez,o kavout da c'hwel ar vicher a skaoter-loaioù ha goude~se keginer ha gwastellour en ti-debriñ pompadus Carlton-Hotel, dindan renerezh ar "chef" brudet Escoffier. D'ar mare-se e kendalc'he da gas da benn e stummadur politikel oc'h heuliañ gant evezh emzispleg an dispac'h en Iwerzhon, o- pleustriñ emvodoù Fabianiz hag o kejout gant Azianed all. Emezellañ a reas en un aozadur damguzh a oa anvet Lao Hong Hoi Ngai ("Labourerion tramor) hag e 1917 e treuzas mor Breizh d'en em staliañ e Bro-C'hall. Ar brezel bed a bade abaoe tri bloaz ha kalz a virvilh a oa er vro. Dispac'h Bro-Rusia a vroude ar speredoù, dreist-holl e-touez ar sokialourion c'hall hag an divroidi aziat e Paris. HO a gemeras un anv-brezel nevez : Nguyen Ai Quoc (Nguyen ar brogarour). Degemeret e voe er Strollad sokialour gall ha daremprediñ a reas Jean Longuet, unan eus ar renerion a oa mab bihan Karl Marx. Pennadoù a skrivas ivez e kelaouenn ar Strollad, ar "Vie ouvrière". Ur vicher nevez en doa kemeret e Paris, eilaozer luc'hskeudennoù. Kavout a reer er gelaouenn "La Bretagne Communiste" bruderezh lakaet gantañ da gaout arvalion.

Mont a ra e-barzh ar Strollad Komunour[kemmañ]

Ar brezel bed kentañ a oa sellet gant Europiz evel ur brezel etre-riezel hogen da bobloù an Trede bed a neuze en em ziskoueze evel "ur brezel diabarzh europat, hag ar brezel diabarzh-se a verke diskar Europa". Ho a gredas e oa gwirion Wilson, Sturier ar Stadoù-Unanet pa gomze eus gwirioù ar pobloù da zivizout o unan o zonkadur. E gwirionez ne soñje Wilson nemet er pobloù gwenn. Dipitet bras e voe neuze ar brogarour yaouank e 1919 da geñver kendalc'h ar peoc'h e Versailhez pa nac'has an holl teurel evezh ouzh e c'houlennadenn a eizh poent evit emrenerezh ar Viêt-nam. Kompren a reas neuze e ranker arveriñ an nerzh evit gounit un dra bennak. Splann e teuas kement-se da vezañ da vare 18vet kendalc'h ar strollad sokialour gall e Tours e 1920, pa voe breutaet diwar-benn an hent da zibab evit ober ar reveulzi sokialour. Ar "c'hamalad kannad indez-sinat" a gemeras perzh er vreutadeg a zisoc'has da gimiad ar sokialourion a oa a-du gant implij ar feulster : ar re-mañ a grouas neuze ar Strollad komunour gall, ezel eus an trede Etrevroadelenn. Un emsaver komunour oberiant-tre e teuas HO da vezañ d'ar mare-se. Gant arc'hant kaset eus Moskov e krouas HO un talbenn : "An unvaniezh etretrevadennel" a embannas bep miz betek 1926 ur gelaouenn a oa he zitl : "Le Paria". Evit ar wech kentañ ez eas da Voskov e 1923 ha dont a reas da vezañ un den a bouez e poellgor Su-Reter Azia er C'homintern, Evit c'hoari e roll politikel a atizer komunour e voe kaset da Ganton, e Su-Sina., e-lec'h edo o chom ar jeneral Tchang-Kai-Chek, kuzuliet gant ar Rusian Borodin. Ho a voe anvet jubennour ar mision soviedel hogen se ne oa nemet un digarez evit e labour gwirion : kejout gant Viet-Namiz o chom e Sina.

Ur gadoniezh nevez[kemmañ]

Levezonet e voe HO d'ar mare-se gant un darvoud a c'hoarvezas neuze. Ur Viet-namad yaouank, Pham Hong Thai, a daolas ur vombezenn war gouarnour-meur Indez-Sina, Martial Merlin, pa zeuas da Ganton. An arnod drouklazh a c'hwitas hag HO a gomprenas "ne c'helle ket an dispac'h trec'hiñ dre zrouklazhañ gouarnourion hogen, kentoc'h, dre sevel un emsav politikel kreñv". E 1925 e krouas HO ha daou Viet-namad all o vevañ e Kanton "Viêt-nam thang nien cach hong dong chi hoi" ("Kevredigezh an dispac'herion viet-namat yaouank"). Kemer a reas un anv nevez : Son Plan Tcho, Hervez pezh a skrive en amzer-se e oa e gadoniezh neuze, gounit da gentañ youl-vat an holl renkadoù evit diazezañ un demokratelezh bourc'hizel ha da c'houde sevel ar gevredigezh sokialour. An aozadur a gasas Viet-namiz en dro d'ar Viêt-nam evit tuta er skolioù, er mengleuzioù, er plantadurioù hag er c'hêriadennoù. Unan eus an emsaverion gentañ el labour-se e oa mab ur mandarin galloudek e lez impalaerel Hue, neuze dindan "gwarez" ar C'hallaoued. An den-se, Pham Van Dong, a zeuas da vezan letanant feal HO ha diwezhatoc'h mavdiern kentañ Riez werinel ar Vietnam. En hevelep amzer e kendalc'he HO da stummañ Viet-namiz e Sina. Ret e voe dezhañ tec'hout pa voe torret an darempredoù etre Tchang Kai Chek hag e guzulierion rusian. Ar gomunourion sinaat a voe lazhadeget hag HO a zeuas a-benn da dizhout Moskov. Eno e kemeras perzh en ur c'hendalc'h enep-impalaerel, a-gevret gant Nehru hag ar broadelour indoneziat, Mohammed Matta.

1928 : Distro d'ar Reter Pellañ[kemmañ]

Chom a reas e Norzh-Reter ar Siam, treuzwisket e manac'h boudaat, o prezeg an dispac'h da Viet-namiz o chom er vro-se. E anv a oa neuze Chin ha meskañ a rae e gelennadurezh politikel gant koñchennoù diwar-benn ar speredoù hag an tasmantoù azeulet gant tud ar vro evit o zizhout gwelloc'h. Darvoudoù a bouez a c'hoarveze en Indez-Sina d'ar mare-se. Gant diorren ar plantadurioù, ar mengleuzioù hag an hentoù-houarn e kreske niver ar vicherourion hag ar re-se a zifrete a-enep d'ar galloud gall. Hogen, dre ziouer a rener gwirion e tarzhas e teir lodenn al luskad komunour a oa o tiwan en o zouez, pep kostezenn o werzhañ ar re all. HO a zegemeras urzhioù digant Moskov evit herzel ouzh an dïzurzh-se hag unvaniñ an emsav komunour viet-namat. Dre ma oa re zañjerus evitañ dont endro d'ar Viêt-nam ez eas HO da chom e trevadenn saoz Hong-Kong hag e pedas holl renerion an emsav viet-namat da zont d'en em vodañ eno. E miz c'hwevrer 1930 e voe dalc'het en Hong-Kong unan eus souezhusañ emvodoù politikel bet dalc'het biskoazh e nep bro. Evit parrat ouzh ardoù an danvez spierion e kavas gwell ar gendalc'hidi en em dolpañ e sportva meur Hong-Kong e-pad ur gevezadeg vell-droad. E-kreiz youc'hadegoù an engroez e voe aozet ar strollad komunour indez-sinat. E 1930 e krogas ar gouerion en hanternoz ar vro da enebiñ ouzh ar C'hallaoued ha bez e voe taolioù-dispac'h e-touez soudarded viet-namat al lu trevadennel. Mouget e voe an emsavadeg-se en un doare kriz meurbet : bombezet e voe kêriadennoù ha dibennet renerion. A-gevret gant emsaverion all e voe bac'het PHAM VON DONG en enezenn Paulo Condore, er Su. HO a chome bepred en Hong Kong dindan an anv Tong VAN SO a voe kendaonet d'ar marv dre zesfailh hag ar C'hallaoued a c'houlennas an ezdaskoradur anezhañ digant ar Saozon. Ar re-se a bakas HO hogen ne asantjont ket d'e dreuzreiñ d'ar C'hallaoued. Neuze e steuzias HO hag e varv a voe kemennet gant ar c'helaouennoù komunour dre fazi pe dre widre. Ur c'hounlid a voe aozet e Moskov en e enor geint studierion viet-namat. Betek 1945 e nac'has ar c'herreizh gall krediñ e oa distroet HO da Indez-Sina evel ma oa bet diskuliet gant testoù. Evit paotred ar c'herreizh gall e oa marvet HO en Hong-Kong etre 1931 ha 1935. E-pad ar bloavezhioù-se e veajas HO en dro da Chang-Hai en ur zapremprediñ komunourion gozh eno. Diraez a reas Vladivostok ha treuziñ a reas penn-da-benn Siberia betek Moskov. Hogen dre ma oa deuet a-benn da dec'hout a dre krabanoù ar C'hallaoued a-drugarez d'ar Saozon e voe sellet outañ gant disfiz e Moskov hag e 1935 e kollas e sez e poellgor-kreiz an Etrevroadelenn gomunour. Pezh a welas e Moskov dindan ren Stalin a feukas anezhañ. Test e voe d'ar spurjoù bras ha da brosezoù heugus e-lec!h e voe ur "bern eus e gamaladed barnet d'ar marv pe d'an harlu. Desevet e voe c'hoazh p'en em glevas an diktatour gant "riezoù trevadennel ar C'hornog" e-lec'h stourm a-enep dezho. Evelato ne gollas ket e vuhez e-kreiz an holl spurjoù dre ma ne roe ket ar Rusianed kalz a bouez dezhañ ha goude bezañ chomet pevar bloaz en Unaniezh Soviedel e eas en-dro da Sina e 1938. Ar gomunourion hag ar vroadelourion o doa graet un emglev evit en em gannañ a-gevret a-enep d'an alouberion japanat. Anvet e voe komiser politikel en ur rujumant broadelour sinaat. Ar pep pouezusañ evitañ a oa eveljust, dieubidigezh e vro. Bez e oa gantañ e 1940, PHAM VAN DONG, e skoazeller a fizians, ha Vo Nguyen Giap, bet kelenner war an istor a-raok dont da "benngadour ar Viet-minh ha trec'hour Bien Bien Phu". Faezhidigezh ar C'hallaoued gant luoez Hitler ha gourdrouz Japaniz en Indez-Sina a roas da Ho ha d'e gamaladed an dro da gregiñ er stourm broadel e diabarzh ar vro.

Miz c'hwevrer 1941 : distro d'e vro 50 vloaz war-lerc'h[kemmañ]

E-pad ar goañv o doa e zalc'hidi aozet ur 'rannbarzh dieubet' e rannvro Cao Bang, war harzoù Sina. HO a gavas eno ur c'hev bras ma kempennas ennañ e benn-karter. Rakwelout a rae faezhidigezh ar C'hallaoued gant Japaniz ha goude-se faezhidigezh Japaniz gant ar gevredidi (Stadoù-Unanet, Unaniezh Soviedel h.a,). War zaou ziviz e c'belle ar gomunourion leuniañ goulloder politikel ar vro : kaout ur skoazell ledan-tre a-berzh ar boblañs ha sikour ur vro estren. Ar vroadelourion sinaat a oa an nerzh skorañ tostañ. En abeg da se e kavas da HO ne c'helle ket an emsav bezañ komunour a c'houez d'an holl. Krouet e voe un talbenn ennañ kouerion, micherourion ha zoken "perc'henned brogar". An talbenn-se a voe anvet "Vietna Doc Lap Dong Minh", strishaet e Viet-Minh. Divizet e voe ober eus deiziad ganedigezh HO - 19 a viz Mae, HO en devoa 50 vloaz -deiziad kefridiel diazezadur an talbenn. E miz Gouere 1942 e teuas endro da Sina evit goulenn skoazell Tchang Kai Chek a-enep da Japaniz. Treuziñ a reas harzoù Sina oc'h en em dremen evel kelaouenner hogen harzet e voe gant ur penn-brezel lec'hel a gemere anezhañ evit ur c'homunour pe ur spier gall. Tremen a reas ur bloavezh karc'har, o vont eus un toull-bac'h d'egile, chadennet e zivc'har. E-pad an amzer-se e skrive barzhonegoù diouzh giz mandarined kozh an Annam, evel "Ar c'horf a zo bac'het hogen ar spered a zo dieub". Divac'het e voe a-benn ar fin ha pa gejas gant Tchang Kai Chek ez asantas hemañ da reiñ d'ar Viet-Minh 100.000 dollar bep miz evit paeañ mizoù-brezel stourm Vietnamiz a-enep da Japaniz. Bez e oa tabutoù e diabarzh an emsav vietnamat. Tud 'zo evel VO NGUYEN GIAP a oa ali e 1944 e ranked kas diouzhtu war-raok un emsavadeg hollek renet gant ar gomunourion hogen HO a sonje ne oa ket deuet c'hoazh ar poent. Goulenn a reas digant GIAP strivañ muioc'h da stummañ frammoù politikel, tuta, gourdonan ha kenteliañ emsaverion armet. Kregiñ a reas Giap ivez da grouiñ kreizennoù e pastelloù-bro digevannez evit ar gouvrezel da zont. Chomet e oa ar mererezh gall e-pad an dalc'hidigezh japanat, evel ur mererezh a vargodennoù" hag e miz Meurzh 1945 e tivizas ar C'hallaoued en Hanoi kas soudarded da ziskar kreizennoù GIAP. Hogen ar bagadoù soudarded-se a voe harzet gant Japaniz a saveteas ar Viet-ninh evel-se, hep fellout dezho. En amzer-se îvez e voe darempredoù etre ar Viet-Minh hag an Amerikaned dre ma oa Japaniz an enebour boutin. E 1945 ez embannas ar Viet-minh ur steuñv politikel didaer meurbet, o c'houlenn dilennadegoù evit ur parlamant indez-sinat, un doare emrenerezh dindan ar gouarnour gall ha prientidigezh ar frankiz klok dre bazennoù gorrek. Kaset e voe ar steuñv-se da Baris da c'houarnamant De Gaulle, ennañ komunourion. Digalonekaus e voe respont Paris evit ar vroadelourlon vietnamiat. Kinnig a rae ar C'hallaoued ur c'hevread eus pemp stad indez-sinat : Kambodj, Laoz, ha teir lodenn eus ar Viêt-nam, Tonkin, Annam ha Cochin-sina. N'o doa ket disoñjet lavar-stur kozh ar Romaned i "Rarinan evit ren", a soñjas meur a hini. Ne asantas ket Vietnarniz d'ar raktres-se hag e miz Eost 1945 e krouas ar Viet minh ur poellgor-dieubiñ a c'halvas ar boblañs d'en em sevel a-enep d'ar C'hallaoued goude faezhidigezh Japaniz. Dalc'hidi ar Viet-minh a aozas displegadegoù bras e Hanoi, a droas da ensavadegoù a-enep d'ar C'hallaoued o chom e kêr. E Hue, Bao Dai, an impalaer mignon d'ar C'hallaoued a roas e zilez. Er su, e Saigon, e voe kemeret ar galloud gant Tran Van Giau. Anavezet eo an darvoudoù a zo o'hoarvezet abaoe evel "dispac'h miz Eost". Ret eo lavarout evelato ne gemeras ket perzh er birvilh-se ar pep brasañ eus Viet-namiz. Ur skrivagner viet-namat a skrive d'ar mare-se e veze sellet ouzh HO gant ar vroadelouricn evel ouzh ur c'horonal sinaat. HO avat a zeuas tre e kêr Hanoi e dibenn miz Eost ha d'an eil a viz Gwengolo e tisklerias frankiz ar Viêt-nam. E brezegenn a grogas gant ur frazenn eus Diskleriadur Frankiz Amerika en 18vet kantved : "An holl dud a zo ganet gant gwirioù ingal..." E gwirionez e oa ar Viêt-nam pell diouzh bezañ dieub. Bez e oa soudarded sinaat en hanternoz, soudarded saoz e Saigon, hag ul lu gall renet gant ar jeneral Leclerc o tont eus Bro-C'hall. E-touez ar vroadelouricn e oa darn a-du gant ar frankiz klok diouzhtu ha re all a felle dezho skoulmañ un emglev gant ar vroadelourion sinaat. Forzh penaos e oa ret en em glevout gant ar C'hallaoued. Diaes kenañ e oa, dre ma oa o c'hannad e Hanoï, Jean Sainteny, a-du evit en em glevout gant ar Viet-Minh met o c'homiser-meur e Saîgon a-enep groñs dre ma kave dezhañ e oa tu da adsevel ar galloud trevadennel en Indez-Sina. E miz Meurzh 1946 e sinas HO ur feur-emglev a aotree al lu gall da chom er vro e-pad pemp bloaz en eskemm eus anaoudegezh an emrenerezh gant Bro-C'hall. D'an 31 a viz Mae ez eas HO da Vro-C'hall evit sînañ ar feur diwezhañ. Pezh a zegoueshas da heul a voe reuzius. E Bro-C'hall ne oa d'an ampoent gouarnamant ebet. D'ar c'hentañ a viz Mezheven 1946, an deiz war-lerc'h disparti HO diouzh Paris e voe torret an emglev gant Thierry d'Argenlieu e Saigon : diskleriañ a reas Republik dieub Kochin-Sina er Su. Dizoloet en doa HO ivez e oa deuet e gamaladed kozh eus ar Strollad komunour gall da vezan ken trevadennelour ha ken impalaerelour hag ar bolitikerion c'hall eus an tu dehoù, hervezañ. Maurice Thorez, sekretour-meur ar Strollad komunour gall, a zisklerias "ne felle ket dezhañ bezañ kiriek da ziskar ar 'vezañs c'hall en Indez-Sina,.." Tamm ha tamm e voe dilezet an emglev. E Hanoi e oa muioc'h mui a stokoù etre soudarded ar Vietminh hag ar soudarded c'hall. D'an 23 a viz Du 1946 e voe bombezet porzh Haïphong gant ar C'hallaoued, o lazhañ 6.000 den, a-hervez evit parrat ouzh un irienn. Un nebeut sizhunvezhioù war-lerc'h e voe gwallaozet tredanvaoù gall ha soudarded ar Viet-minh a dagas ar gwarnizonoù gall. E dibenn 194ô e oa deuet ar brezel da vezañ didec'hus hag HO a zisklerias neuze d'ur Gall : "C'hwi a c'hell lazhañ dek deomp evit unan deoc'h hogen daoust da se e talc'himp ha trec'h e vimp en diwezh." E miz Meurzh 1947 e sinas Maurice Thorez ar c'hemmennadur stadel evit ober brezel d'ar Viet-Minh. En hevelep koulz e c'hourdrouze De Gaulle e vefe lakaet da dremen dirak uhel-lezvarn ar Stad neb a vefe kiriek da goll un tamm eus an diriegezh dalc'het gant Bro-C'hall. Fazioù diniver a-berzh ar C'hallaoued a atizas ar vroadelouriezh vietnamat.

Ar brezel gwadus a badas seizh vloaz. Goude o zrec'h war luoez Tchang Kai Chek e c'hellas ar gomunourion sinaat skoazellañ Vietnamiz tra ma oa sikouret ar C'hallaoued gant an Amerikaned. Dre vras, koulskoude e voe gounezet an trec'h en diwezh gant ar Viet-Minh e unan.


1954 : Sinadur ar peoc'h. Deroù Dizalc'hiezh Viet-Nam[kemmañ]

D'ar 7 a viz Mae e voe trec'het da vat kamp Diên Biên Phu. An deiz war-lerc'h e voe dalc'het emvodoù evit ar peoc'h e Genev. Ar Rusianed, na felle ket dezho kaout trubuilhoù hag a c'hoantae e c'hwitfe arnod ar C.E.D. ("Kumuniezh difenn Europa"), a asantas da rannadur ar Vietnam. Hô Chi Minh a gemeras neuze penn Republik Gwerinel Viêt Nam (Hanternoz Viêt Nam) hag en em roas d'ar stourm adunanin e-tal Ngô Dinh Diêm a ren Republik Kreisteiz Viet Nam gant sikour an Amerikaned.

Ret e voe da HO ivez asantiñ gant ar bromesa e vefe dalc'het dilennadegoù e 1956 evit adunaniñ ar vro. E 1956 avat ne reas netra ar Rusianed hag e 1957 e kinnigjont degemer an daou Viêt-nam er Broadoù Unanet, pezh a dalveze darbenn da vat rannadur ar vro, HO a seblantas plegañ ha strivañ a reas gant e c'houarnamant da greñvaat ha da ziorren an hanternoz. Diaesterioù en devoe gant ar gefredourion frankizour a voe spurjet a-benn ar fin hag ivez evit kas da benn adaoz ar gladoù. E bolitikerezh gounezerezhel a voe tost da zevoudañ un emsavadeg e-touez ar gouerion a-enep d'ar renadur komunour. A-c'houdevezh e krogas da harpan ar Viet-Cong a-zevri, da lavarout eo a-enep republik ar c'hreisteiz. Klask a reas mirout ar c'hempouez être Moskov ha Peking. Pa grogas an Amerikaned da vombezañ an hanternoz e c'houlennas sikour digant ar Rusianed ha Sinaiz war un dro en ur glask chom dishual diouzh an eil re koulz ha diouzh ar re all. Pismiget e voe emzalc'h Mao-Tse-Toung gant ar gomunourion vietnamat dre ma n!en devoa mui rener-meur Sina "darempred ebet ken gant ar bobl." Seurt tamall ne c'helled ket ober da HO. Tud a lavar e respontas un deiz d'un den a c'houlenne outañ perak ne embanne ket e oberennoù evel levier Sina : "Ar Sturier Mao, emezañ, en deus pleustret war danvezioù ken niverus ma ne chom mui netra din da lavarout..." Er bloavezhioù diwezhan ne gemere mui perzh e melestradur an aferioù pemdeziek ; un tredeog e oa kentoc'h etre kostezennoù ar politburo. Bezet pe vezet, betek ar penn ez eo chomet ur monumant bev eus ar vrogarouriezh vietnamat. Deiz-ha bloaz e varv a vez lidet dan eil a viz Du.

E anv en deus servijet da envel kêrbenn ar c'hreisteiz, Saigon, goude trec'h ar gomunourion war an amerikaned e 1975.

Gwelout ivez[kemmañ]

Pennadoù stag[kemmañ]

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Yann Morvan, Buhez ur brogarour dreistordinal, Imbourc'h 1970 p. 44-50.