Tired kognek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


E brezhoneg e vez graet gant an tired kognek (^) — lesanvet tog (gwelout tog e Geriadur an Here) pe togig a-wechoù — en un nebeudig gerioù evel arouez diforc'hañ a lakaer war ar vogalennoù a, e, o, u, .


1 A-wechoù e verk an distagadur ha netra ken, da ober ar c'hemm etre daou c'her skrivet damhañval ha distaget dishañval, evel

Kavet e vez dreist-holl war al lizherenn e , ha talvoudegezh un e digor a vez bepred gant an e-se.

2 A-wechoù e verk steuziadur ur vogalenn pe ur gensonenn :

  • lâr, e-lec’h lavar
  • goût, e-lec’h gouzout, goûg e-lec'h gouzoug...
  • genôg, kornôg, e-lec’h genaoueg, kornaoueg,
  • Kavet e vez ivez er gerioù deveret diwar gerioù liessilabennek pa n’eus ket eus al liessilabenn ken en deveradur: sklêrijenn (diwar sklaer)...

3 A-wechoù, evit digemmañ gerioù a zo heñvel o neuz dre verkañ lec'h an taolmouezhiañ  : troad (ezel), ha trôad (diwar tro)...


Servijout a ra dreist-holl evit digemmañ gerioù a vefe hañval o neuz a-hend-all: kêr (e-skoaz ker) (diwar “kaer” gwechall), hêr (e-skoaz her) (diwar “hezr” gwechall)... Adkavet e vez ivez en deveradurioù: kêriadenn, hêrezh...


An arouezioù diforc'hañ all a vez graet gante e brezhoneg[kemmañ]