Daouboent

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

An daouboent a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent war ur vogalenn.

ë ï ü ÿ

Taolenn

[kemmañ] E brezhoneg

E brezhoneg eo an daouboent (¨) ur sin diakritek a lakaer war ur vogalenn evit merkañ e ranker disrannañ anezhi diouzh an hini a zo en he raok.

  • Kavet e vez dreist-holl war al lizherenn u: eürus, emroüs;
  • Kavet e vez a-wezhioù war al lizherenn i:
    • dre ret er ger gouïlh;
    • a-wezhioù, ha dreist-holl er varzhoniezh hag ar c’hanaouennoù, evit merkañ ez eo un i vogalenn hag e talvez eta evit un troatad: alïes.

[kemmañ] E yezhoù all

[kemmañ] galleg

Ar galleg a implij anezhañ da verkañ ur vogalenn da vout distaget distag diouzh unan all en he raok: naïve, Noël, ambiguïté, aiguë, Pierre Louÿs.

[kemmañ] kembraeg

Ar c'hembraeg a ra heñvel: copïo.

[kemmañ] nederlandeg

An nederlandeg, ur yezh hag a ra gant kalz divc'hrafennoù a ziv vogalenn, a implij anezhañ e gerioù kemeret diouzh yezhoù latin evel tetraëder, naïviteit, reële, geïnd, reünie, conciërge, koloniën, poëzie, egoïsme, coördinatie, ruïne, vacuüm...

[kemmañ] portugaleg

Skivet e vez ivez cinqüenta hervez reolennoù reizhskrivañ portugaleg Brazil.

[kemmañ] spagnoleg

Ar spagnoleg a ra gantañ evit dispartïañ an digramm gu araog e pe i: vergüenza, lingüística.

[kemmañ] yezhoù all

Yezhoù all a ra gant an ë evit merkañ ar « schwa », pe evit merkañ emañ mut ar vogalenn (galleg « de Staël » /stal/).

[kemmañ] Daouboent hag Umlaut

Dishañval eo an daouboent diouzh an Umlaut.

[kemmañ] Da ziwall

Arabat kemmeskañ an daouboent gant an an daoubik (:) a zo un arouez poentaouiñ.

[kemmañ] Gwelit ivez:

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all