Timbroù Obock

Eus Wikipedia

E fin an XIXvet kantved e oa prederiet ar Gouarnamant gall gant an doare aloubadeg kaset da benn gant ar Saozon e reter Afrika. Skoulmet e voe neuze un emglev e Pariz, d’an 2 a viz Meurzh 1862, gant ar sultaned afar evit bezañ aotreet da ziazezañ un tachad-kenwerzh e Obock, prenañ douaroù eno (e 55 000 lur-aour) ha gwarantiñ gwirioù da Vro-C’hall war aodoù Ghoubbet-el-Kharab. Strategel e oa hervezañ, ha gant gwirabeg, bezañ staliet war vord ar Mor Ruz, er c’hroashent etre Europa, Norzhafrika hag Azia ar Mervent.

Dister e voe bezañs ar C’hallaoued er vro betek 1883 avat. E miz Eost 1884 e voe anvet Léonce Lagarde da c’houarnour.

Diblaset e voe melestradurezh an drevadenn eus Obock da Djibouti e 1894, hag adanvet an tiriad Aod c'hall ar Somalianed. Diwezhatoc’h (1967) e voe adanvet Territoire Français des Afars et des Issas. Dizalc’h ez-ofisiel e voe Republik Djibouti e 1977.

Rummad Alphée Dubois dreistmoullet
Rummad Groupe

Betek 1892 e veze implijet e Obock timbroù gall ar rummad Alphée Dubois hep an disterañ dibarelezh, hag int savet e 1881 evit bezañ gwerzhet e pep lec’h en Impalaeriezh trevadennel Frañs.

Er bloaz-se e voe moullet OBOCK warno, pe dindan ur stumm kromm ha lizherennoù tev, pe dindan ur stumm a-blaen. Diwezhatoc’h, soulgarget e voe c’hoazh ul lodenn anezho evit cheñch o zalvoud-gwerzh (1 santim betek 5 lur).

Ar rummad Groupe, engravet gant Louis Eugene Mouchon a voe embannet war-lerc’h gant ul leadell en ur skoedenn wenn.

Dibar e voe an timbroù moullet e 1893 ha 1894 : n’eo ket kranellet an timbroù met treset ez eus linennoù gant rodelennoù fin etrezo a ra ur skeudenn dent evit gwir.

Brezelourien ha marc'heien dremedal 1894
Timbr 1894

Souezhusañ tra en amzer-se, stumm un tric’horn keitkostezel eo an timbroù en tu all da 2 lur o zalvoud-gwerzh, a ginnig deomp skeudenn ur marc’heg dremedal (Mehari).

Serret e voe burev-post Obock e 1894, ha treuzkaset ar stok timbroù da Djibouti. Gant an diouer a dimbroù a dalvoudegezh izel e voe troc’het e daou damm ul lodenn eus an timbroù-se, ha gwerzhet hanter o friz.

Gant ma voe teuzet tiriadoù Obock gant hini Djibouti e voe implijet timbroù Aod c'hall ar Somalianed da c'houde.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]