Timbroù Kreta - Burevioù gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
3 kentim Doare Blanc, eus 1908

Un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar eo Kreta.

Burevioù ar postoù gall e Kreta zo unan eus ar melestradurezhioù diazezet gant Stadoù zo en Europa evit aesaat an darempredoù etre an enezenn hag ar c’hevandir etre 1900, pa guitaas-hi impalaeriezh an dTurked ha 1913, pa voe unvanet gant Hellaz.

Gant postoù Frañs e oa bet moulet daou rummad a dimbroù e 1902 hag e 1903. Ar pemzek timbr kentañ, savet diwar skouer timbroù gall 1900 nemet gant an anv « CRETE » warno, a gouste ur priz etre 1 kentim ha 5 lur an tamm. Direizh e oa an diskoulm o vezañ ne oa ket a lur gall moneiz ar vro hogen ar piastr e oa. E 1903 eta e teu er-maez en dro pemp timbr eus ar rummad kentañ, ar re uhelañ o friz. Soulgarget eo pep hini gant un dalvoudegezh etre 1 hag 20 piastr.

Emañ Kreta ur rann eus Bro-C'hres abaoe 1913 ha timbroù gresian a vez implijet e pep lec'h neuze.

Liammoù[kemmañ]