Timbroù Kiribati

Eus Wikipedia
Timbroù Kiribati 1981

Kiribati zo ur riez enezek eus ar Meurvor Habask gant 32 atoll hag un enezenn gouralek ouzh hec'h ober.

Dizalc'h eo abaoe an 12 a viz Gouere 1979, goude bezañ bet bro warezet ar Rouantelezh-Unanet dindan anv Inizi Gilbert, unvan a-fet melestradurezh gant inizi Ellice. Poblañs an inizi-se a zibabas sevel Stad Tuvalu diouzh o zu avat.

Timbroù Gilbert hag Ellice a voe implijet eno etre 1892 ha 1979. Dibabet ez eus bet gant postoù ar Republik nevez embann rummadoù timbroù liesliv a c'hellfe plijout da dastumerien ar bed. 441 timbr a voe embannet etre 1979 ha 1999 en ur vro a 88 000 annezad er bloavezh 2000....

Loened gouez ar vro ha famillh ar Rouanez Elesbed II a ra ul lodenn vat eus danvez an timbroù. War hogos pep hini e weler, en ur c'horn, banniel ar Stad.

E 1998 e voe embannet ur rummad timbroù gouestlet d'an efed ti-gwer, danvez-preder ankenius evit annezidi ur vro ken tost ouzh rezad ar mor. Souezhusoc'h avat eo ar rummad hag ar blok a vrud (e 2000) an abadenn skinwel evit ar vugale Sesame street...

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]