Timbroù Fiume

Eus Wikipedia

Ur porzh war vord ar Mor Adriatik eo Fiume.

Goude ar Brezel-bed kentañ e oa bet savet ur goulenn diwar-benn dazont keoded Fiume, anvet Rijeka hag e Kroatia bremañ, met azgoulennet gant Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened hag Italia war un dro. Kinnig an Drec’hourien eo ober eus rannvro Fiume ur Stad dizalc’h etre an daou amezeg. Dre forzh troidellat e kav gwelloc’h d’ar Saozon ha d’ar C’hallaoued aloubiñ tiriad Fiume e 1919. Dilestrañ a ra ar barzh italian Gabriele D'Annunzio gant ur bagad faskourien d’an 12 a viz Gwengolo, evit kemer ar galloud. Mestr Fiume e vo e-pad 15 miz (gw. « Rejañs italian Carnaro »)

D’an 12 a viz Du 1920 avat eo sinet Feur-emglev Rappalo gant Italia ha Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened. Prometiñ a reont anavezout ha doujañ da virviken ouzh frankiz Stad Fiume. Embannet eo ar Stad nevez ha skarzhet d’Annunzio diouti e miz Kerzu 1920.

Timbr Hungaria dreistmoullet - 1918

D’an 2 a viz Kerzu 1918 ez eo embannet timbroù evit Fiume gant postoù Italia. Implijout a reer re Hungaria gant ma vezont dreistmoullet « FIUME ».

An timbroù-se, despet bezañ izel an dalvoudegezh-gwerzh dezho, zo bet moulet falseiladennoù a-leizh dezho. An dastumerion a ranko chom war evezh eta.

"Italia" - 1919

E miz Genver e teu er-maez evit ar wech kentañ ur rummad savet a-ratozh evit Fiume. 17 timbr zo embannet, evit ur priz a sav etre 2 centesimi ha 10 corona, warne peder dresadenn zisheñvel : penn ur vaouez (arouez Italia), tour-horolaj ar gêr gant banniel Italia a-ispilh, alegori an « Dispac’h » hag ur martolod o tispakañ banniel Italia .

War timbroù ar mouladur kentañ e lenner « FIUME » hepken, pa dro da « POSTA FIUME » gant an eil vouladur (e miz Gouere). Adtreset eo bet ar skeudennoù, traouigoù zo cheñchet. Ur rummad 12 timbr zo embannet d’an 18 a viz Mae evit lidañ an 200vet deiz a beoc’h goude echu ar Brezel-bed. Diwezhatoc’h e 1919 e vo soulgarget an timbroù-se gant prizioù izeloc’h.


D’an 12 a viz Gwengolo 1920 e fell d’ar gouarnamant lec’hel lidañ deiz-ha-bloaz kentañ taol-strap Gabriele D'Annunzio e Fiume, dre embann ur rummad 14 timbr a ginnig skeudenn hantegorf ar barzh, hag ur rummad a bevar timbr o kinnig tresadennoù alegorik a bep seurt.

D’an 18 a viz Du, ar pevar timbr-koun zo soulgarget "ARBE" ha "VEGLIA", evit enoriñ aloubadeg an inizi Arbe ha Veglia, ha d’an 20 a viz Du, e c’heller lenn "Reggenza / Italiana / del / Carnaro", gant un dalvoudegezh-gwerzh nevez.

E miz Genver 1921 e vez lakaet un dermen da lezenn d'Annunzio gant ur gouarnamant dibadus. Ouzphennet eo ar gerioù "Governo / Provvisorio" war an timbroù warno penn d’Annunzio.

Eil vodadeg

D’ar 24 a viz Ebrel 1921, ez eo dreistmoullet timbroù 1919 gant "24 - IV - 1921" ha "Costituente Fiumana". Ar bloaz war-lerc’h ez eo ouzhpennet "1922" war an timbroù.

D’an 23 a viz Meurzh 1923 e paouezer gant hengoun a gas ar postoù da zreistmoullañ timbroù, en ur embann ur rummad 12 timbr nevez gant an alc’hwez "Posta di Fiume". Peder dresadenn zo dibabet : ur vag a Venezia, ur volz roman, Sant Vitus, hag ur golonenn roman, moulet an holl anezho war un tamm paper a liv gell.

Dre Feur-emglev Roma sinet e 1924 eo divizet liammañ dazont Fiume gant hini Italia (27 a viz Genver). Timbroù diwezhañ ar geoded zo dreistmoullet "REGNO / D'ITALIA" (22 a viz C’hwevrer) ha goude : "ANNESSIONE / ALL'ITALIA" (1añ a viz Meurzh). Timbroù Italia a vo implijet warlec’h.

Goude an Eil brezel-bed e sav kudenn Fiume en-dro. Tud zo a sav a-du evit krouiñ ur Stad dieub en-dro hogen nac’het eo ar raktres-se se gant galloud Belgrad. Gant Feur-emglev Pariz, sinet e 1947, ez eo staget Rijeka (Fiume) hag Istria ouzh Republik Kevreadel Poblek Yougoslavia. Padout a ray keit a ma tarzho ar Stad-se.