Mont d’an endalc’had

Timbroù Zanzibar

Eus Wikipedia
Timbr 1913
Timbr 1961

Un enezenn e Meurvor Indez eo Zanzibar. Bet eo bet dindan dalc’h sultanelezh Oman betek ar 6 a viz Ebrel 1861 pa tiviz aotrouniezh bezañ distag ar vro. Brasoc’h eo levezon ar Sultan evit aodoù an enezenn avat : aodoù Tanzania ha Kenya, su Somalia.

Hilliget e oa eveljust ar Stadoù european trevadennour gant pinvidigezh an enezenn, ur groaz-hent etre Azia hag Afrika abaoe ar Grenn-Amzer, ha war greñvaat ez eas levezon Alamagn, Frañs hag ar Rouantelezh Unanet er c'hornbro e dibenn an XIXvet kantved.

Timbroù an India saoz a reer gante e Zanzibar adalek 1875. Diwezhatoc’h e vo liammet postoù an enezenn gant servijoù saoz Afrika ar Reter.

Ur burev-post gall zo bet digoret e miz Genver 1889. Timbroù ar Republik a voe implijet e Zanzibar betek 1894, ha timbroù a-ratozh betek ma vo lakaet serret gant ar velestradurezh (31 a viz Gouere 1904).

Gant an Alamaned ivez e oa digoret ur burev hag a yelo endro etre ar 27 a viz Eost 1890 hag ar 31 a viz Gouere 1891. Timbroù Alamagn a vo implijet eno hep an disterañ meneg pe soulgarg.

Dre feur-emglev Heligoland-Zanzibar (e 1890) e oa bet lakaet un termen da c’hoantoù an Alamaned war ar vro, ha « fiziet » dazont Zanzibar e melestradurezh ar Rouantelezh Unanet. Goude ur brezel berr tre enep ar Sultan e savo ar Saozon ur vro warezet hag a bado betek 1963.

Timbr 1964

E 1895 e laka ar Saozon war droad o velestradurezh fostel e Zanzibar. Timbroù India pe Timbroù Afrika ar Reter saoz a voe implijet e-pad an daou vloavezh kentañ (1895-96), gant ar soulgarg « ZANZIBAR ». Timbroù a-ratozh evit ar vro a voe moullet etre 1896 ha 1965, warne an alc’hwez eeun « Zanzibar ». Kavet voe a-hed an amzer alc’hwezioù disheñvel koulskoude : « INSUFFICIENTLY PREPAID POSTAGE DUE » (1931-1933), « JAMHURI ZANZIBAR TANZANIA » (1964-1967) ha « JAMHURI ZANZIBAR » (1964-1967).

D'an 10 a viz Gwengolo 1963 e oa deuet ez-ofisiel Zanzibar da vout dizalc'h, ha buan a-walc'h e oa deuet ezel eus Aozadur ar Broadoù Unanet (A.B.U.). Ar brezel diabarzh a darzhas timat a zegas lazhadegoù, ar reuz hag an dienez er vro kement hag e kinnig Prezidant Tanganyika un diskoulm politikel da bennoù-bras Zanzibar. D’ar 26 a viz Ebrel 1964 e voe degemeret Zanzibar e-barzh Stad Tanganyika. Tanzania a vo graet eus ar vro unvan hiviziken.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]