Timbroù Pakistan
Emañ ar Pakistan en Azia, skoachet etre Afghanistan, India, Sina ha Mor Oman er Su. Bet eo bet proviñsoù a ra d’ober ar vro bremañ rannoù eus India, da vare an Impalaeriezh saoz. Dizalc’h eo ar Pakistan abaoe ar 14 a viz Eost 1947.
Kendalc’het ez eus bet gant implij timbroù an India saoz mizioù kentañ mont en dro ar Stad nevez. D’ar 1añ a viz Here 1947 e teu er-maez timbroù timbroù dreistmoullet « PAKISTAN ». Da c’houzout eo e veze frank pennoù-bras ar postoù a implij mekanikerezh pe sielloù dornel a bep seurt evit moullañ ar menegoù, n’eo ket souezhus eta e tizoloer meur a hini, liesseurt ar ment pe al liv anezho.
D’an 9 a viz Gouere 1948 ez eo embannet pevar zimbr evit lidañ deiz-ha-bloaz kentañ krouidigezh ar Stad nevez. Tri diouto zo skeudenn savadurioù warno (ti ar Vodadeg vroadel, aerborzh Karachi ha Dor Kreñvlec’h Lahore), hag arouez ar relijion islamek (al loar en he c’hresk) gant gerioù en ourdoueg. Hervez ar bloavezhioù ez eo troet war an tu kleiz pe an tu-dehou.
E 1961 ez eo embannet unan eus ar rummadoù implijetañ. An teir skeudenn jardinoù Shalimar, dor Chota Sona Masjid ha boulc’henn Khyber zo bet embannet gant talvoudegezhioù-gwerzh niverus.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]