Tigred Dieubiñ Tamil Eelam

Eus Wikipedia
Kartenn distrigoù Sri Lanka anavezet gant al LTTE evel Tamil Eelam

Strollad Tigred Dieubiñ Tamil Eelam (Tamileg : தமிழீழ விடுதலைப் புலிகள், saozneg : Liberation Tigers of Tamil Eelam, berraet e LTTE), graet anezho ivez an Tigred Tamil, a zo un aozadur dizalc'hour tamil Sri Lanka krouet e 1976 hag a fell dezhañ difenn Tamiled Sri Lanka. E benngealoniour a oa bet Anton Balasingham eus 1979 betek e varv d'ar 14 a viz Kerzu 2006. E rener diwezhañ a zo bet Velupillai Prabhakaran betek marv hennezh d'an 18 a viz Mae 2009. Azgoulenn a ra groñs LTTE krouidigezh ur Stad dizalc'h, graet anezhañ Tamil Eelam, e hanternoz an enezenn. A-du e vefe lodenn vrasañ an Damiled gant ar pal-se.

War roll ofisiel aozadurioù sponter Stadoù Unanet Amerika, hini Unaniezh Europa pe hini India, edo ar strollad. D'ar 17 a viz mae 2009 goude bout bet kelc'hiet gant arme Sri Lanka e biz ar vro ha marv o rener, ec'h embann an dizalc'hourien damil e anzavont eo echu ar brezel diabarzh e Sri Lanka hag e fell dezho paouez gant 37 bloavezhiad stourmoù o deus graet etre 70 000 ha 100 000 den marv.