Tamil Eelam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn distrigoù Sri Lanka anavezet gant an LTTE evel Tamil Eelam

Tamil Eelam (Tamileg: தமிழ் ஈழம், tamiḻ īḻam) eo an anv roet gant an LTTE (Liberation Tigers of Tamileelam) ha gant Tamiled zo e Sri Lanka d'ar Stad dizalc'h a vennont sevel e lodennoù norzh ha reter an enez. Ilaṅkai (இலங்கை) hag Īḻam (ஈழம்) (Ilam) eo anvioù tamilek an enez a-bezh. Īḻam avat, zo un termen politikelaet-kenañ. Setu perak e vez kavet gwelloc'h ober gant an termen "neptuekoc'h" Ilaṅkai evit ober anv eus an enez er skridoù tamilek dibolitikel.

N'eo ket anavezet Tamil Eelam da Stad dizalc'h gant Stad dre wir ebet na gant an ABU ha mestr e chom ar gouarnamant war an darn vrasañ eus an tiriadoù c'hoantaet gant an dizalc'herien. Astenn a ra an LTTE e veli war distrigoù Vanni, Kilinochchi, Mullaiththeevu, ar pep brasañ eus Mannar ha lodennoù eus distrigoù reterel Trincomalee, Batticaloa hag Amparai.

Tiriadoù dindan beli an LTTE well-wazh, e Kerzu 2005

Er fedoù eo meret al lodenn norzh ha reter dindan beli an LTTE evel ur Stad peuzdizalc'h gant he Lez-varn Veur, he folis, hec'h arme, he morlu, hec'h aerlu, he servijoù kuzh ha, zoken, ur bank kreiz. N'eo ket anavezet ar frammoù-se gant gouarnamant Sri Lanka. E dalc'h ar gouarnamant emañ ar pourchas tredan ha servijoù dre ar Gourhent A9 bet digoret goude an harz-tan. N'eus moneiz dibar ebet hag implijet e vez roupi Sri Lanka. Alies eo bet tamallet ar gouarnamant gant an LTTE da vezañ lakaet un embargo war ar madoù diazez ha bezañ pennkaoz dizenez ar siviled. N'eus aerborzh sivil ebet; ret eo d'ar veajourien diavaez tremen dre aerborzh Colombo.

Meizad Eelam evel mammvro a oa bet kinniget da gentañ gant Talbenn Dieubidigezh Unanet an Damiled (TDUD) pe Tamil United Liberation Front (TULF) e 1976. Un unaniezh strolladoù politikel bet o stourm e dilennadeg 1977 evit ur Stad dizalc'h evit an Damiled e Sri Lanka e oa an TDUD. Da-heul an dilennadeg e voe kaset an TDUD d'ar parlamant gant proviñsoù norzh ha reter ar vro. A-benn talañ ouzh an disrannerien e lakaas ar gouarnamant ouzhpennañ un diferadenn er vonreizh e 1978 ma c'houlenned groñs digant an holl gannaded anavezout unaniezh ar Stad. Diwar neuze e voe boikotet ar Parlamant gant an TDUD. D'ar mare-se eo en em stummet strolladoù emsaverien a zivizas stourm evit ur Stad dizalc'h.

Un timbr embannet gant an EPRLF,1986.

Tamil Eelam implijet kement-ha kement gant an TDUD hag an LTTE ne dalvez nemet evit envel rannoù norshañ ha reterañ Sri Lanka (dreist-holl distrigoù Jaffna, Kilinochchi, Mullaitivu, Mannar, Puttalam, Trincomalee, Batticaloa hag Amparai a sellont outo evel o mammvro a-viskoazh. E penn-kentañ avat, strolladoù emsaverien zo evel an EPRLF, a veze termenet Elam ganto en un doare ledanoc'h pa lakaent enni kement lodenn eus Sri Lanka ma oa ur muianiver tamil. Da lavaret eo e veze lakaet e-barzh distrigoù an argoad, bro hengounel Srilankaiz, ma oa bet degaset Tamiled da labourat er planteizioù.

En un doare pleustrek eo bet strishaet hiziv an deiz ar goulenn Stad dizalc'h evit Tamil Eelam, ha, peurgetkget, evit lodenn proviñsoù an norzh hag ar reter.

Evit gouzout hiroc'h, lenn Tabut etnek e Sri Lanka.

Ur pezh embannet gant an LTTE hag e servijoù post.

Etre 1948 ha 2002 ez eus bet e-tro 38 strollad emsaverien disheñvel bennak o stourm pell pe belloc'h evit dizalc'hiezh Tamil Eelam. Er sifr-mañ e konter ar strolladoù anavezetañ evel an LTTE – Liberation Tigers of Tamil Eelam (Tigred Dieubiñ Tamil Eelam), anavezet dindan anv an Tigred Tamil traken alies, 'TELO – Tamil Eelam Liberation Organization (Aozadur dieubiñ Tamil Eelam) , EPRLF – Eelam Peoples' Revolutionary Liberation Front (Talbenn Dieubiñ Dispac'hel Tud Eelam), PLOTE – People's Liberation Organization of Tamil Eelam (Aozadur Dieubiñ Tud Tamil Eelam), EROS – Eelam Revolutionary Organization of Students (Aozadur Studierien Dispac'hel Eelam), hag ivez strolladoù all n'int ket ken anavezet evel an TEA – Tamil Eelam Army (Lu Tamil Eelam), an FTA – Ilankai Freedom Tamil Army (Lu Tamil evit Dieubididgezh Ilankai), hag an SRSL – Socialist Revolutionary Social Liberation. (Dieubidigezh Sokial Dispac'hel ha Sokialour)

Bleunienn Vroadel Tamil Eelam

Al lireu glorius (pe Karthigaipoo) eo zo bet lakaet da vleunienn vroadel an Tamil Eelam e miz Du 2003. Kavet e vez warni stuc'had holl livioù banniel broadel Tamil Eelam ha bleuñviñ a ra e miz Du, miz lid Deiz an Harozed (pe Maaveerar Day) ma vez kounaet ar soudarded marv evit dieubidigezh Tigred Tamil Eelam.

Merzet ez eus bet, gant ar barzh tamil, Arivumathi, e oa ar vleunienn Karthigai bleunienn Murugan doue tamil kozh ar brezel.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]