Thierry la Fronde

Eus Wikipedia

Thierry la Fronde a zo ur stirad skinwel gall, 52 rann a 25 munutenn enni. Skignet eo bet eus an 3 a viz Du 1963 betek ar 27 a viz Meurzh 1966 war RTF Télévision ha goude war chadenn gentañ an ORTF, da Sul da noz.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1360 emañ roue Frañs, Jean II, e dalc'h ar Saozon. Priñs Kembre, Edouarzh a Woodstock, mab henañ ar roue Edouarzh III a Vro-Saoz, en deus aloubet ul lodenn vat eus rouantelezh Frañs.

Un aotrou yaouank eus Sologne a ziviz stourm ouzh ar Saozon ha dieubiñ e roue.

Trubardet eo un deiz gant e verour, Florent de Clouseaules, a werzh anezhañ d'ar Saozon gant ar c'hoant lakaat e arigrap war e zouaroù. Prizoniet eo en e gastell. O vezañ ma anavez mat al lec'h e teu a-benn da dec'hout buan gant sikour ul laer.

Evel-se e krog e droioù-kaer. Kantren a ra er c'hoadoù ha bodañ ar ra ur vandennad kompagnuned kavet gantañ war e hent ha prest d'e sikour en e stourm : Bertrand, Jehan, Pierre, Judas, Martin, Boucicault hag Isabelle.

O vezañ m'eo ar vatalm e arm karetañ e tibab bezañ anvet « Thierry la Fronde ».

Brudet eo sonerezh ar stirad, La Marche des compagnons, bet savet gant Jacques Loussier.

Tudennoù hag aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]