The Germ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn Holman Hunt da skeudenniñ "My Beautiful Lady", ur barzhoneg savet gant Thomas Woolner hag embannet e-barzh "The Germ", 1850

The Germ a oa ur gazetenn savet gant izili ar Vreuriezh rakrafaelour, da vroudañ o mennozhioù. Ne reas ket berzh, ha peder niverenn nemetken a voe embannet etre miz Genver ha miz Ebrel 1850.

E-barzh The Germ e voe embannet barzhonegoù gant William Michael Rossetti hag izili all eus ar Vreuriezh evel e vreur Dante Gabriel Rossetti, Thomas Woolner ha James Collinson. Enni e voe embanne tivez pennadoù barn ha burutellañ diwar-benn an arzoù hag al lennegezh gant Ford Madox Brown ha Coventry Patmore, hag ivez un nebeud rentaoù-kont levrioù.

An titl The Germ a rae dave d'ar fed e soñje da izili ar Vreuriezh e oa a-bouez an natur, hag ivez ijin mab-den (evel ma weler en droienn saoznek "the germ of an idea"). Soñjal a rae dezho e vefe ar gelaouenn un doare da lakaat mennozhioù nevez da ziwanañ. An istitl anezhi a oa thoughts towards nature in art and literature, da ziskouez e kave dezho e oa kreñv al liammoù etre ar sevel barzhonegoù hag al livañ.

An div niverenn ziwezhañ a voe anvet Art and Poetry.

Liammoù diavaez[kemmañ]