Tenkū no Shiro Rapyuta
| Tenkū no Shiro Rapyuta | |
| Restr:Castle in the Sky (Movie Poster).jpg | |
|---|---|
| Filmdata | |
| Titl orin : | Tenkū no Shiro Rapyuta |
| Bro produiñ : | Japan |
| Deuet er-maez : | |
| Yezh orin : | Japaneg |
| Padelezh (PAL-DVD) : | 126 munutenn munutenn |
| Skigner : | Buena Vista Distribution |
| Pare | |
| Filmaozer : | Hayao Miyazaki |
| Produer : | Isao Takahata |
| Skrivagner : | Hayao Miyazaki |
| Sonerezh : | Joe Hisaishi |
| Aktourien | |
| Liammoù diavaez | |
| kemmañ |
|
Tenkū no shiro Rapyuta (天空の城ラピュタ, ar c'hastell en oabl) a zo un dresadenn-bev japanek aozet gant Hayao Miyazaki e 1986.
Istor [kemmañ]
Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.
Un aerlestr sturius a zo taget gant morlaerien. Sheeta, ur plac'h yaouank prizoniad d'ur bandennad soudarded, a skamp kuit ha kouezhañ a ra eus a lestr. E dro-c'houzoug hud a vir anezhi da vezaén flastret war an douar ha degouezh a ra e divrec'h ur paotr anvet Pazu.
Ar paotr yaouank a labour en ur maen-gleuz ha kemm a ra e vuhez adalek ar mare-mañ. Dre m'en deus savetet anezhi e diviz gwareziñ anezhi diouzh an dud o klask war he lec'h. Pazu a gont da Sheeta emaén o klask war-lec'h Laputa, ur c'hastell a nij en oabl, arouezh ur sevenadur hollgaloudus aet da get.
Klask a raio neuze an daou grenard kavout kastell ar vojenn, daoust d'ar soudarded hag a zo war-lec'h Sheeta.