Tchornobyl
Eus Wikipedia
Tchornobyl (ukrainaneg: Чорнобиль, distaget [tʃɔrˈnɔbɪlʲ]), rusianeg: Чернобыль, distaget [tɕɪrˈnobɨlʲ]) a zo ur gêr dilezet e norzh Ukraina, en oblask Kyiv, nepell diouzh harzoù Belarus.
Anavezet eo kêr Tchornobyl evit ar gwallzarvoud a oa c'hoarvezet e kreizenn nukleel Tchornobyl d'ar 26 a viz Ebrel 1986 pa deuzas kalonenn ar reaktor. Emañ ar greizenn-se 15 km er gwalarn da kêr. Emañ kêr en dachenn berzet d'an dud, ha n'eus nemet micherourien ar greizenn o deus gwir da vont di.