Taol-arnod gant goell

Eus Wikipedia

Setu amañ un taol-arnod gant goell da ober gant bugale evit deskiñ un tamm kimiezh.
Diskouez ez eo ar goell ur boud-bev hag en deus ezhommoù evit kreskiñ mat.

  • Eus ar geriadur Brezhoneg 21 e teu ar gerioù teknikel a gavor er pennad-mañ.

An dafar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur sac'h plastik goullo ha naet hag a c'heller serriñ gant ur bont,
  • Un trezer hag a zere outañ,
  • Ur sac'hadig goell-toaz naturel,
  • Ur werennad hanter a zour, tommet e-tro 30 °C,
  • Ul loaiad vihan a sukr.

Dibunadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1. Implijit an trezer da lakaat ar
goell er sac'h plastik.
2. Meskit ar sukr hag an dour.
Lakait an dour sukret er sac'h.
Skarzhit an aer diouzh ar sac'h
a-raok e serriñ mat.
3. Lakait ar sac'had en ul lec'h klouar, e-tro 25 °C. Gortozit un tamm...
Lakait un direnn war elum.
4. Digorit ar sac'h c'hwezet.
Tostait flammenn an direnn
ouzh an digor.
Ar sac'h gant dour sukret ha goell ennañ. Ur gaz nevez a c'hwez ar sac'h. Flammenn un direnn a implij oksigen. Mervel a ra ar flammenn !

Goude un nebeud munutennoù e vo gwelet spoum melen o sevel war gorre an disolvadenn. Un dra bennak zo o c'hoarvezout !
Un hanter-eurvezh war-lec'h (pe Vuioc'h) e weler eo c'hwezet ar sac'h, ar pezh a dalvez ez eus bet dilaosket ur gaz e-barzh. Pe c'haz eo avat ?

An aer a analomp 'zo dre-vras 78 % a azot (diazot e gwirionez, N2) hag 21 % ag oksigen (dioksigen, O2) ennañ. Evit ma tevfe ur flammenn ez eo ret e vefe oksigen tro-dro dezhi. Hag oksigen zo er sac'h bremañ ?

Ur wech tremenet amzer evit ma vefe leun a-walc'h ar sac'h gant ar gaz nevez-produet, digorit ar sac'h ha tostait flammenn un direnn ouzh e zigoradur : en ur bouezañ goustadik-tre war ar sac'h e welot ar flammenn o vervel. Se a dalvez n'eo ket oksigen ar gaz a zo er sac'h.
Dioksidenn garbon (CO2) eo ar gaz-se e gwirionez, ar gaz end-eeun a vez ec'hanalet gant Mab-den.

Displegadennoù ar 'goadur alkoolek'[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goell a zo mikroorganegi unkelligel etre 6 ha 50 μm (pe mikrometr, x10-6m)
Goell

Goell a zo mikro-organegoù unkelligek (meur a spesad a vez kavet koulskoude) hag a zo lod eus riezad ar Fungi ; etre 6 ha 50 μm (pe mikrometr, 10-6 metr) eo o ment. Kreskiñ a reont dre en em rannañ pe dre vroñsañ, ha se hervez ar spesad goell implijet. Goell o devez ezhomm eus sukr evit kreskiñ. Skarzhet e oa bet an aer e penn-kentañ an taol-arnod, da lavaret eo e c'hall goell bevañ hep oksigen : an taol-arnod-mañ a zo bet graet en ur mod "anaerobiotek" pe "anaerat", da lavarout eo hep aer.

Ar goell en deus treuzfurmet ar sukr (sakaroz amañ) en alkool (etanol) hag en energiezh a servij dezhañ da greskiñ dre en em rannañ pe dre vroñsañ), ha dilaosket en deus ur gaz, an dioksidenn garbon (CO2). Ar goell en deus ezhomm eus ur gwrezverk resis a-walc'h evit kreskiñ : 25 °C a zo mat ; adalek 30 °C e varvo ar goell ! Dindan 20 °C e yelo an argezh war zigresk.

"Goadur alkoolek" a vez graet eus an argezh-se rak c'hoarvezout a ra pa n'eus ket aer, hag alkool a zo produet. Implijet e vez an argerzh-mañ evit fardañ boeson da skouer.

Estreget ar goell a c'hell kemer perzh er goadur alkoolek : bakteri ha loued en o zouez.

Implijout goell evit fardañ bara ha boeson : an argerzh dre vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tamm bara-mañ a ziskouez mat kevioù savet gant ar CO2 ha bac'het er minvig.
An tamm bara-mañ a ziskouez mat kevioù savet gant ar CO2 ha bac'het er minvig.

Goell a vez implijet evit lakaat an toaz bara e go : e-pad ma vez poazhet an toaz bara, goell ennañ, er forn, an dioksidenn garbon produet (CO2) gant ar goadur az a war c'hwezhaat abalamour d'an tommder, met chom a ra bac'het ar CO2 en toaz bara abalamour d'ar rouedad proteek (gluten) krouet e-pad meradur an toaz gant an dornioù pe gant mekanikoù ; an toaz bara a-bezh a c'hwezh, hag ur wech echu gant ar poazhañ, kevioù hag a glogorenn ar minvig a weler mat. Eus un tu ez a an etanol en aezhenn e-pad ar poazhañ ; eus un tu all ez a kuit ar CO2 tamm-ha-tamm diouzh ar bara goude ar poazhañ.

Goell a vez implijet ivez en ur mod "anaerobiotek" pe "anaerat" evit fardañ boesonoù a bep seurt (gwin, sistr, bier,...)

Hag ar goell kimiek ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez, ar pezh a anver "goell kimiek" n'eo ket goell tamm ebet. N'eus ket kaoz eus boudoù-bev amañ : ur boultrenn, un drenkenn hag ur bazenn enni, eo ar goell kimiek ; CO2 a vez produet gantañ pa vez lakaet en un disolvadenn pe en un toaz (da skouer toaz ur gouign bennak).

Fardet e vez boesonoù a bep seurt gant ar goadur alkoolek
Fardet e vez boesonoù a bep seurt gant ar goadur alkoolek

Argerzh aerobiotek pe anaerobiotek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget an argerzh anaerobiotek (pe anaerat) a zo : an hini aerobiotek.

An holl spesadoù goell a c'hell bevañ ha kreskiñ pa'z eus aer ivez. Ne gomzer ket eus "goadur" ar wech-mañ, eus "analadur" e komzer kentoc'h rak oksigen (O2) a vez implijet gant ar goell evit kreskiñ.

Evit gouzout hiroc'h : goadurioù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goadur alkoolek :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s.o rann 'Displegadennoù ar 'goadur alkoolek', a-us.

Goadur laktek :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

bakteri (goioù laktek) + glusidoù (a c'hell bezañ lakaet e go) => trenkenn laktek + energiezh (ATP)

evit fardañ :

  • produioù produet diwar laezh : yaourt, laezh ribot, gwell / laezh goell, fourmaj-laezh
  • produioù produet diwar legumaj pe frouezh : kaol-goet, kimchi (Korea), saos soja,
  • evajoù : kefir, kombucha,...
  • produioù produet diwar kig ha pesk : saosison sec'h, Nuoc-mâm,...
  • ...

Implij a reer ar goadur laktek evit mirout seurtoù boued disheñvel-tre an eil diouzh egile er bed a-bezh hag aboe pell zo.

Goadur asetek :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit fardañ gwinegr peurgetket

Goadur malolaktek :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]