T-72

Eus Wikipedia
Karr-hobregon T-72

An T-72 a zo ar c'harr-hobregon pe un tank bet savet gant an URSS e-kerzh ar Brezel Yen an hini produetañ ez eo bet a-benn harpañ led ar gomunouriezh dre ar bed. Etre 1973 betek bremañ ez eus bet savet muioc'h 'vit 25000 anezho. Ar re doare modernañ a zo anvet T-90

Ar c'harr-hobregon T-72[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet ez eo bet e-kerzh ar bloavezhioù 1960. Ar pouezh a zo bet lakaet pad e aozadur war ur priz an izelañ posupl ha war ur c'harr-hobregon kreñv.

Kevezerezh a zo bet adal fin ar bloavezhioù 1970 etre an T-72 hag ar c'harr-hobregon nevesoc'h an T-80.

Skipailh sevel an T-72 a oa hini uzin kirri-hobregon an Oural gant an ijinour L.Kartsev e penn ha V.Venidiktov d'e heul pa zeas da anaon.

Tro-dro d'an T-72[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Adkavet e vez ar c'harr-hobregon T-72 er c'hoari Battlefield Vietnam an tu a zo d'e vleniañ.
  • An tu a zo d'e welet er film Lord Of War bet embannet e 2005.
  • D'ar 25 a viz here 2008, ul lestr Ukrainian ar Faina hag a oa o tougen 33 T-72 a oa bet tapet gant morlaerien a orin Somalian. Dindan an doare ofisiel ar garg a oa da vezañ kaset etrezek bro Kenya met goude bezañ paeet an droukkinnig ez eo bet kaset a-benn ar fin ar c'hirri-hobregon e Soudan ar Su.
  • Un T-72 a seblant bezañ implijet er film Rambo 3 padal n'eo ket unan gwirion anezhañ. Dibosupl e oa gant ar broduerien e-kerzh ar Brezel Yen (1988) da gavout unan gwir evit o film.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.