Sylvie Kinigi

Eus Wikipedia

Sylvie Kinigi (ganet e 1952) zo ur bolitikourez tutsi eus Burundi, bet ministrez kentañ ha prezidantez ar vro.

Anvet e voe Kinigi da vinistrez kentañ Burundi gant Melchior Ndadaye d'an 10 a viz Gouere 1993. Dre ma oa hutu ar prezidant e tiskoueze hec'h anvidigezh ur c'hoant da sevel liammoù etre div genel ar vro. Torret e voe ar c'hoant-se gant lazhadeg Ndadaye ha 6 eus e vinistred gant soudarded d'an 21 a viz Here 1993. Kregiñ a reas neuze ur brezel diabarzh kriz etre Hutued ha Tutsied. Kinigi a gavas repu e kannati Bro-C'hall. Sevel a reas ur gouarnamant nevez ha mont da brezidantez en etrekarg d'ar 27 a viz Here.

E miz Genver 1994 e tivizas ar Parlamant envel Cyprien Ntaryamira, bet ministr al labourerezh-douar, da brezidant. Sylvie Kinigi a asantas d'an diviz-se ha dilezel he c'harg d'ar 5 a viz C'hwevrer.