Jean-Baptiste Bagaza

Eus Wikipedia

Jean-Baptiste Bagaza (ganet e 1946) zo ur soudard hag ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro etre 1976 ha 1987.

Distroadañ a reas ar prezidant Michel Micombero hag en em lakaat e penn ar Stad d'an 10 a viz Du 1976. D'an 3 a viz Gwengolo 1987 e voe skarzhet gant un taol-Stad pa oa o veajiñ e Kanada ha Pierre Buyoya a gemeras e blas e penn ar Stad. Mont a reas en harlu da Libia ha da Ouganda a-raok distreiñ da Vurundi e 1994. Emañ e penn ar strollad politikel PARENA (Parti pour le Redressement National).