Domitien Ndayizeye

Eus Wikipedia

Domitien Ndayizeye (ganet d'an 2 a viz Mae 1953) zo ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro etre 2003 ha 2005.

Besprezidant e voe e-pad 18 miz pa oa Pierre Buyoya prezidant. D'an 30 a viz Ebrel 2003 e voe anvet da brezidant d'e dro hag e chomas e penn ar Stad betek an dilennadeg a voe gounezet gant Pierre Nkurunziza e miz Eost 2005.