Sullivan

Eus Wikipedia

Sullivan, pe en iwerzhoneg Ó Súileabháin pe Ó Súilleabháin, zo un anv a orin iwerzhonek, deuet da vout anv-lec'h.

Istor an anv-den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwrizioù an anv a gaver e mervent Iwerzhon, e Kontelezh Tipperary, kent donedigezh an Normaned, ha goude e Kontelezh Cork, en hini Kerry. Gant an divroañ eo bet skignet ivez en Aostralia, Norzhamerika, hag e meur a vro all. An anv O'Sullivans a gendalc'h hini Eóganacht Chaisil eus Cenél Fíngin, a ziskenne eus Fíngen mac Áedo Duib, roue Cashel pe Mumhan eus 601 da 618. A ouenn roueel int eta. Fedelmid mac Crimthainn (marvet e 847), a oa roue Mumhan ha tost da vezañ Pennroue Iwerzhon a-bezh, a oa an diwezhañ roue eus Cenél Fíngin. Goude e teujont da vezañ priénsed dindan o c'herent MacCarthy e rouantelezh vihan Desmond, a gemeras lec'h Cashel/Mumhan.

Pa zivroas an dud e voe kollet ar silabenn "O" en anv alies.

Ó a zo stank en anvioù iwerzhonek hag a dalv kement ha mab-bihan. E saozneg e skriver O'. Lakaet e vez dirak tro-c'henel Súileabhán, da lavarout eo Súileabháin, ha neuze e talv kement ha mab-bihan Súileabhán. En iwerzhoneg ne vez ket graet gant ar skrabig (') saoznek. Dont a ra an anv eus Súildubhán hag a dalv paotr bihan du e lagad eus súil (lagad), dubh (du), hag -án, lostger bihanaat.

Eilstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sullavan, Sullivant, Sillivant, Silliphant, Sillifant.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Kebek Kebek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]