Strollad Tea Party

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Gadsden hag al lugan («Don't tread on me») a zo e-touez an elfennoù tennet eus Vrezel dieubidigezh SUA hag a zo adimplijet gant izili Tea Party
Dibunadeg izili Tea Party e Washington d'an 12 a viz Gwengolo 2009

Strollad Tea Party (saozneg : Tea Party movement, TPM) a zo ur strollad politikel nargennus ha diseurt stadunanat a sav a-enep ar Stad kevreadel hag an tailhoù.

Deuet eo ar strollad-se war-wel e-pad prezidantelezh Obama, da vare enkadenn ekonomikel 2008-2010. Sevel a ra izili Te Party a-enep dispignoù ar Stad, e-keñver skoazellañ ar sistem argant hag adreiñ nerzh d'an armerzh, hag ivez e-keñver aozañ ur sistem surentez sokial boutin e SUA (Patient Protection and Affordable Care Act).

Goulenn a ra izili Tea Party ma vo distroet da ziazezoù ar vro, se zo kaoz e reont gant doareoù a denn da Vrezel dieubidigezh SUA. Un dave da Tea Party Boston eo anv ar strollad, diwar hini un darvoud istorel a c'hoarvezas e penn-kentañ an Dispac'h amerikan a-enep roueelezh Breizh-Veur en 18vet kantved.

izili vrudet[kemmañ]

Da-geñver dilennadegoù 2010 e SUA e voe dilennet 3 senedour ha 60 kannad republikan (diwar 83 anezho) a sav a-du gant Tea Party [1].

  • Ron Paul (ganet e 1935) : ezel eus ar Strollad republikan, bet kannad Texas e Kambr kannaded SUA etre 1976 ha 1985, ha dilennet en-dro abaoe 1997. Bet eo war ar roll evit bezañ prezidant SUA e 1988 gant ar Strollad libertarian, ha war ar roll kadoridigezh evit bezañ prezidant ivez e 2008 en anv ar Strollad republikan.
  • Rand Paul (ganet e 1963) : mab Ron Paul, bet dilennet senedour Kentucky en anv ar Strollad republikan[2].
  • Sarah Palin (ganet e 1964) : ezel eus ar Strollad republikan, bet gouarnourez Alaska, bet war ar renk evit bezañ bezprezidantez SUA da-geñver dilennadeg 2008 gant John McCain[3].
  • J. D. Hayworth : bet dilennet e Kambr kannaded SUA[4].
  • Sharron Angle : bet senedourez Nevada, trec'het e 2010. Liammet ouzh ar skiantologiezh. Soñjal a ra dezhi ez eo tommadur an hin un dra ijinet diwar «skiantoù touellus», goulenn a ra ma yelo kuit SUA diouzh ABU, ha goulenn a ra ivez ma vo divodet ministrerezh an deskadurezh[5].
  • Christine O'Donnell : bet war ar renk en anv ar Strollad republikan evit bezañ senedourez Delaware[6].
  • Michele Bachmann : kannadez Minnesota.
  • Marco Rubio : dilennet senedour Florida da-heul dilennadegoù miz Du 2010.
  • Ron Johnson : senedour Wisconsin.
  • Pat Toomey, dilennet senedour Pennsylvania e 2010.
  • Nikki Haley : dilennet gouarnourez Carolina ar Su e 2010.


Notennoù[kemmañ]

  1. « For tea party, victories may trigger identity crisis », The Washington Post, 4 a viz Du 2010
  2. Richard Hétu, « Un croisement entre Ron Paul et Sarah Palin », Le blogue de Richard Hétu, 19 a viz Mae 2010
  3. « Campaign 2010: The Politics of Palin », The Washington Post, 22 a viz Du 2010.
  4. Vanessa Gaudoin-Haustein, « Tea party, les anti-Obama s’organisent », Témoignage chrétien, 13 a viz Mae 2010
  5. « Reid, in Fistfight, Could Take More Punches From Climate Bill », The New York Times, 26 a viz Mae 2010 : « the umpire on fraudulent science such as global warming ».
  6. Time Magazine, 27 a viz Gwengolo 2010, p. 18-19