Banniel Gadsden

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Gadsden

Banniel Gadsden (saozneg : Gadsden Flag) a zo ur banniel ma weler un naer-ourouler hag al lugan Dont Tread On Me («arabat bale warnon», latin : nemo me impune lacessit). Banniel frankizourien ha libertarianed SUA eo. Krouet e voe e 1775 gant ar c'horonal Christopher Gadsden, da vare Benjamin Franklin ha Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.

Dibabet e voe an naer-ourouler gant Benjamin Franklin peogwir eo ul loen-stlej dizrouk (peogwir n'eo ket gantañ e vez kroget da dagañ), met ma valeer warnañ e tag d'e dro, ha marvus e c'hall e daol-dant bezañ. Trizek kelc'hienn a ya d'ober e gorf, da lavaret eo kement hag an trevadennoù breizhveuriat en Amerika e 1776.

Istor[kemmañ]

First Naval Jack, banniel ofisiel morlu SUA, krouet diwar banniel Gadsden Flag

Implijet e voe arouez an naer (Crotalus horridus) da aroueziñ an trizek trevadenn gentañ en Amerika, diwar tresadenn Benjamin Franklin (gwelout : Join, or Die). Pa dostaas mare an Dispac'h amerikan e teuas da vezañ un arouez eus dieubidigezh Amerika. E 1774 e voe implijet gant Paul Revere hag a lakaas anezhañ e-kichen titl e gazetenn titlet Massachusetts Spy[1]. Hiziv an deiz emañ al lugan Don't tread on me koulz hag an naer war banniel morlu SUA.

Er sevenadur pobl[kemmañ]

  • ar banniel a weler er stirad skinwel Jericho, da skouer er rann ziwezhañ, da aroueziñ frankiz kêr Jericho.
  • War golo ar bladenn The Black Album gant Metallica emañ. Unan eus tonioù ar bladenn a zo e ditl Don't Tread On Me.
  • gwelet e vez er film The Patriot.
  • Gwelet e vez e kuzhiadell armoù Burt Gummer er film Tremors 3.
  • Gwelet e vez war burev Sam Seaborn (Rob Lowe) er stirad skinwel The West Wing.
  • e 16vet rann 6vet prantad 6 The Simpsons e tiskouez Bart e feskennoù ma lenner Don't tread on me.
  • er film Rocky 4 e weler ez eo staget ar banniel ouzh chupenn Paulie p'en em gav e Rusia gant Rocky Balboa.

Notenn[kemmañ]

  1. http://www.loc.gov/exhibits/us.capitol/s1.html#gadsden, A More Perfect Union: Symbolizing the National Union of States, Library of Congress

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.