Stouv-skouarn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stouvoù-skouarn e silikon.

Ur stouv-skouarn zo ur stouv da lakaat er skouarn. Daou stouv a vez da lakaat en divskouarn da virout ouzh an drouz, pe ouzh avel re greñv, pe ouzh an dour pe loustoni da vont e-barzh.

Ouzh an dour[kemmañ]

Neuierien zo a lak stouvoù en o divskouarn da herzel ouzh an dour.

Ouzh an drouz[kemmañ]

Stouvoù eon

Ouzh an drouz e lakaer stouvoù a bep seurt. Kustum eo sonerien ar strolladoù sonerien a vremañ da lakaat seurt traoù abalamour d'an drouz spontus a reont.

Skierien ha marc'htanerien a ra kemend-all abalamour da drouz an avel, pa'z eont d'an druilh-drast.

Istor[kemmañ]

En Odisseia e weler Ulises hag e vartoloded o stouvañ o divskouarn gant koar evit mirout a glevout kan ar sirened.