Staubbach

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lamm-dour Staubbachfall eus bourk Lauterbrunnen.

Staubbachfall, pe lamm-dour Staubbach, zo ul lamm-dour e traoñienn Lauterbrunnen, e Kanton Bern, e Suis. Kouezhañ a ra an dour eus 297 metr hag en em deurel er stêr Lütschine. Pa gej an dour gant ar golonenn-wrez a vez reoliek el lec'h-se ez a an dour da boultrenn, ha diwar an dra-se eo bet savet anv al lamm-dour (Staub a dalvez poultrenn en alamaneg). Al lamm-dour a c'haller tizhout e-pad an hañv (etre miz Gouere ha miz Here) en ur dremen dre ur riboul er reier. E-pad ar peurrest eus ar bloaz ez eo stanket ar mont e-barzh abalamour d'ar skorn a gouezh, ha tammoù mein a c'hall kouezhañ ivez. Staubbachfall a zo unan eus al lammoù-dour a gaver ar penn-kentañ anezho e-kichen traoñiennoù skornet an Alpoù. A-fet ment eo an eil hini e Suis, an hini kentañ o vezañ Seerenbachfälle e lenn Walensee (305 metrad).

Lennegezh[kemmañ]

Awenet e voe Goethe gant Staubbachfall, ha skrivañ a reas ur varzhoneg anvet "Gesang der Geister über den Wassern" (Meulgan da ene mab-den a-us d'an doureier) hag a c'haller lenn er pennad kar er wikipedia alamanek.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Skeudennoù[kemmañ]